D'an 23 a viz Mezheven e vo dav da Vreizhveuriz votiñ diwar–benn ur c'hraf a–bouez bras: chom e Unaniezh Europa pe kuitaat anezhi. A–viskoazh he deus difennet start ar Rouantelezh Unanet he riegezh, o virout he moneiz hag o nac'h mont e–barzh an takad Schengen. Hiziv emañ an dud etre daou soñj. Hervez ar sontadegoù diwezhañ ez afe an tu gounit gant ar re a fell dezho chom e Europa, met war vihanaat ez a an diforc'h etre an daou du. En abeg da betra?
• Bezañ mestr war he harzoù.
Stourmerien ar Brexit a gav dezho e rank o bro bezañ mestr war he harzoù, evit mirout ouzh an enbroañ. E–mod–se e vefe aesoc'h da Vreizhveuriz kavout fred. Distennet e vefe servij publik ar yec'hed, hag espernet e vefe gwenneien o tigreskiñ ar skoazelloù sokial d'al labourerien europat. Eus Europa e teu an hanter eus an enbroidi – 180.000 diwar 336.000 e 2015, eus broioù ar reter dreist–holl. War–dro 2 vilion a Europiz a c'hounez o bara en tu all da Vor Breizh, hag an tremenerezh frankevit al labourerien a vefe kaoz.
• Bezañ digabestr diouzh reolennoù Brusel
Re a reolennoù hag a baperajoù a vefe sammet war chouk Breizh–Veur gant Brusel, diwar–goust hec'h armerzh. Hervez lod studiadennoù e koustfe reolennoù europat zo un 10 miliard bennak a euroioù d'an embregerezhioù breizhveuriat. E–touez stourmerien ar Breizkuit ez eus kalzik renerien embregerezhioù bihan hag etre. Dezho e vefe pozitivel efedoù an disparti, evit ar produusted koulz hag evit marc'had al labour.
• Espern arc'hant
O kuitaat an UE e paouezfe Breizh–Veur da arc'hantaouiñ budjedoù Europa, da lavarout eo war–dro 12 miliard a euroioù bep bloaz. A–benn 2019–2020 e c'hallfe Londrez espern 28 miliard a euroioù, hervez sifroù ar Financial Times, daoust da fin arskoazelloù arc'hant europat d'al labour–douar ha d'an armerzh.
• Frankizekaat ar c'henwerzh
Kentañ keneskemmer Breizh–Veur eo Europa (45% eus an ezporzhiañ breizhveuriat ha 53% eus an enporzhiañ e 2014). Ar re o tifenn ar Brexit a lavar e vefe frouezhusoc'h ar c'henwerzh e–maez Unaniezh Europa, pell diouzh skoilhoù Brusel. Gallout a rafed marc'hata emglevioù nevez gant Sina, India, ar Stadoù–Unanet ha broioù war ziorren e Azia pe e Amerika ar Su. Kement–se ne vefe ket sinet diwar–goust an eskemmoù gant an UE, rak kendalc'het e vefe ganto, e–giz Suis pe Norvegia hiziv an deiz.
• Kavout he riegezh en–dro
O kuitaat Europa e kavfe Breizh–Veur he souvereniezh en–dro. Ur vro doujet e chomfe, galloudus en ABU, o kemer perzh dre wir en e Guzul Surentez.
© diwar VAN DRE SCHUEREN Y., Cinq raisons qui poussent les Britanniques à quitter l'UE,
24heures.ch, d'ar 25 a viz C'hwevrer 2016.
24heures.ch, d'ar 25 a viz C'hwevrer 2016.
GERIAOUEG
ABU = Aozadur
ar Broioù Unanet
(ONU)
DIGABESTR (libre)
DISTENN (détendu)
DIWAR–GOUST (aux
dépens de)
AN
ENBROAÑ (l'immigration)
ENPORZHIAÑ (importer) ≠ EZPORZHIAÑ
FRANKIZEKAAT (libéraliser)
KENESKEMMER,
AR C'H— (le
partenaire commercial)
KRAF,
AR C'HRAF (le
point [couture,
discussion])
AR
RIEGEZH* = AR
SOUVERENIEZH*
AR
SKOILH (l'obstacle,
le problème)
AN
TREMENEREZH FRANK (la
libre circulation)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire