17 octobre 2016

Tresadennoù (gant MAN) [1]




© diwar dresadennoù gant MAN, embannet er Midi Libre, miz Eost / miz Gwengolo / miz Here 2016.

Tresadennoù (gant MAN) [2]
























© diwar dresadennoù gant MAN, embannet er Midi Libre, miz Eost / miz Gwengolo / miz Here 2016.

10 octobre 2016

Live al leve.

Goude ur vuhez o labourat tenn emaint war o leve. Treut e vez ar peuriñ ganto avat. Hervez ar sindikadoù «o deus kresket ar goproù (+25%) buanoc'h eget al leveoù (+18%) abaoe dek vloaz. Ouzhpenn se ez eus bet kemeret divizoù kemedel fall, diwar–goust ar retreidi. Bremañ emañ 10% anezho dindan ar feur paourentez». D'ar Yaou 29 a viz Gwengolo e oa galvet ar retreidi da zibunañ e straedoù Naoned, diouzh an enderv, evit goulenn ma vo kresket o leve. Setu amañ–dindan testenioù dastumet gant ar gazetenn Presse–Ocean.


En deiz–se e oa Jean–Louis ha Marie–Thérèse en o zouez. Hemañ zo aet war e leve d'an oad a 58 vloaz, «goude bezañ skodennet e–pad 44 bloaz hanter». Liorzhour, masson ha micherour eo bet diouzh e vicher. Da 62 vloaz eo aet e wreg war he leve. Plac'h ar c'hempenn e oa. Ouzhpenn se o deus desavet pevar a vugale. Diwar 2.000€ e vevont bep miz, o sammañ o daou leve evit lakaat ar pod da virviñ. «N'eus ket da glemm. Bez' ez eus tud o c'hounit kalz nebeutoc'h egedomp». Ur wech paeet feurm o lojeiz LODEF e chom e–tro 1.500€ evit bevañ. «Mont a ra, peogwir omp daou. Met ret eo kontañ pep tra, n'hallomp ket foetañ arc'hant». A–viskoazh o deus stourmet e sindikadoù, da gentañ er CFDT, bremañ e Solidaires evit difenn gwirioù ar retreidi. «Abaoe bloavezhioù eo skornet al leveoù. Dindan vec'h emañ ar re baourañ. Ur bern a chom hep bezañ louzaouet, peogwir n'o deus ket peadra da baeañ ur c'henwarez» eme Jean–Louis. «Evit bevañ dereat e rankfe al leve bezañ par d'ar gopr izek da nebeutañ» eme Varie–Thérèse.

A–du emañ Raoul Floquet, 84 bloaz, daoust dezhañ da resev 3.000€ bep miz. Kargad e oa e ministrerezh an Emzifenn. «A–dra–sur n'eo ket truezek ma stad. Koulskoude em eus merzet ez a ar galloud prenañ war zigresk a vloaz da vloaz. Ingal ez eus kemeret divizoù o krignat ma leve: muioc'h–mui a gemed sokial zo lemet dioutañ, lod louzeier n'int ket daskoret ken. Raloc'h eo deomp ober dispignoù divoas. N'eomp ket da vakañsiñ ken, da skouer. Nebeutoc'h a roomp d'hor bugale ha da gevredigezhioù a garitez».

E Sant–Nazer emañ Annie–France o chom. Sekretourez e oa a–raok mont war he leve eizh vloaz zo. «1.650€ kriz a c'hounezan bep miz a–drugarez d'al leve roet gant ma gwaz kozh». Abalamour d'ur c'hred kemeret war he chouk evit prenañ ur ranndi «ne chom din nemet 650€: ne ran nemet bevañ–bevaik. N'hallan ket kemer vakañsoù». N'eo ket bet kemmet he leve gwech ebet, «war vihanaat eo aet zoken» emezi. En abeg da se e oa bet o vanifestiñ ivez.

© diwar Les fins de mois difficiles des retraités, Presse Océan, Naoned, d'an 29 a viz Gwengolo 2016.

(+) «silver economy» a vez graet eus ar business evit an dud war o leve. Dibaouez e kresk ar marc'had–se. Diazezet eo war ar servijoù hag al louzaouiñ d'ar retreidi an obererezhioù hag an dudioù kinniget dezho, hag al labourioù azasaat er savadurioù prevez ha publik.


——— GERIAOUEG ———
AZASAAT (adapter)
BEVAÑ–BEVAIK (vivoter)
DASKORIÑ (rembourser)
IZEK (minimum)
KARGAD, AR C'HARGAD (le fonctionnaire)
KEMED, AR C'HEMED (le prélèvement)
KEMEDEL (fiscal)
KENWAREZ, AR C'HENWAREZ (la mutuelle)KRIZ (brut; cru, cruel)
AL LEVE (la pension)
LOJEIZ DEREAT E FEURM (HLM)
RAL (rare)
SKODENNIÑ (cotiser)

26 septembre 2016

Petra 'po?

Al legumaj n'eus ket blaz al legumaj warno ken. A–raok pell ne vo ket a–walc'h a gig evit an holl. Rouez e teu ar pesked da vezañ er morioù. Klañv e vezer abalamour d'ar pezh debret ganeomp zoken. A–hervez e vo ret–groñs cheñch hon doareoù debriñ en dazont. Met petra emaomp o vont da zebriñ?


• FARDET E VO BOUED GANT MEKANIKOÙ 3D
Diouer a amzer, diouer a youl... Nebeutoc'h–nebeutañ e vez fardet boued er gêr. Brasañ mignon an dud didalvez eo ar skinfornioù en deiz a hiziv. Kevezerezh a vo koulskoude en bloavezhioù a zeu, gant ar mekanikoù 3D. N'eo ket tommañ pe diskornañ a c'hallint ober; keginañ ne lavaran ket. Kerkent hag enaouet an ardivink e krogo e vrec'h da fardañ ur meuz. «Kement–se n'eo ket skiant–faltazi. An teknologiezh–se zo anezhi dija» eme Freddy Thiburce, rener ar Greizenn Geginerezh A–vremañ e Roazhon. Gant un embregerezh katalanat ez eus gwerzhet mekanikoù barrek da aozañ boued diwar danvezioù simpl: sukrerezhioù, gwastili, toazennoù, pizzaoù... «En dazont e vo muioc'h a danvezioù er mekanikoù. Peadra da fardañ diwar e–leizh a sekredoù kegin enrollet pe bellgarget».

• AMPREVANED 'PO?
Skrilhed, kranked–raden, kilheien–raden... Pell zo e reer anv eus an amprevaned: sañset int bezañ boued–marmouz an dazont. Un drederenn eus an dud a zebr amprevaned, e Azia hag e Kreiz–Amerika dreist–holl. Metdister eo ar marc'had–se e Europa. Eno e vez heuget kalz tud gant al loened bihan–se, daoust dezho bezañ temzet, da skouer gant kumin pe sezam. Koulskoude e c'hallfent bezañ debret muioc'h–mui. Hervez Aozadur ar Broadoù Unanet evit ar Magañ hag al Labour–douar e c'hallfent mirout ouzh an naon d'ober e reuz. E–lec'h ar c'hig e c'hallfent bezañ debret: an amprevaned ivez zo e–leizh a brotein enno. Ouzhpenn se eo skañvoc'h efedoù ar produiñ (12 gwech nebeutoc'h a vouedbevezet e–keñver ar c'hig).

• 'PO KET SUKR?
Imbourc'her er CNRS eo Gilles Fumey, ha dezhañ ez aio kuit ar sukr diouzh taol: «par e vo ar brezel ouzh ar sukr d'an hini zo bet ouzh ar butun». Estreget ar stevia a c'hallo e erlec'hiañ. E koadoù trovanel Afrika ar C'hornôg, pergen e Ghana, e vez gounezet frouezh a–vent gant ar c'herez: ar mirakulin. «Irin ar burzhudoù» a vez graet anezho. A–drugarez dezho ne vez ket klevet ar blaz trenk ken gant an empenn: sukret e seblant ur sitroñsenn bezañ evel un aval–orañjez. Padus eo an efedoù, e–tro un eurvezh. Abalamour da lobby ar sukr hag ar c'hwekauzennoù eo berzet e Europa c'hoazh, met er Stadoù–Unanet eo bet meneget evit stourm ouzh an teuc'hder, o reiñ saour d'ar boued digalori.

• LEGUMAJ 'PO?
Abaoe pell e vez ar c'hig pe ar pesked ar meuzioù pennañ, hag al legumaj an eilmeuz, tra ken. Ha cheñchet e vo penn d'ar vazh? Hervez Gilles Fumey «ne vo ket ar c'hig kalon ar meuz ken. Liesseurtoc'h e vo ar magañ. Er rummadoù yaouank ez eus muioc'h a dud kontant da chom hep debriñ kig ingal, debrerien glasvez en o zouez». Evit ar mare eo bihan a–walc'h an niver a zebrerien glasvez e Bro–C'hall (3%), e–keñver Breizh–Veur, da skouer.Raksoñjoù o dez an dud: divlaz e vefe ar meuzioù vejetarian, war–bouez hini ''ar re nebeud''. Aze emañ an dalc'h: ret e vo cheñch sell an dud, diskouez dezho n'eo ket ar meuzioù «glas» un diouer, met un doare da adkavout ar saour. Penn–keginerien zo krog d'en ober, evel Joel Robuchon: «keginerezh an dek bloavezh kentañ eo ar glasvez: ne oar ket an dud pegen mat e c'hall bezañ ur pladad piz–rous, kourjetez pe soja!».

• LOUZEIER 'PO?
Bec'h d'ar chaous ha d'an amann: fardañ yac'h a ranko ar geginerien ober! War ar marc'had ez eus traoù mat dija evit dijeriñ, evit ar startijenn pe evit an difennoù naturel. Evit o brudañ e reer gant anvioù nevez: louzavoued, supervoued... Muioc'h–mui anezho a gavot er stalennoù. Ur benveg meur e tleo ar geginerezh bezañ evit gwareziñ ar yec'hed. Gwerzhet e vo boued rouez evit ar mare, an darn vrasañ anezho gounezet e Amerika ar Su: plantennoù evel an asperjez–mor (38% a brotein), ed evel ar rika–rika...
Produiñ yac'hoc'h, doujañ an natur: a–du emañ Massimo Bottura gant ar mennozh–se. Emañ l'Osteria Fracescanawar e anv, dilennet da gwellañ preti ar bed. «Lakaat an dud da zebriñ yac'hoc'h eo hon dever. N'eo ket dav produiñ muioc'h. Dav eo produiñ gwelloc'h, paouez da foraniñ ken–ha–ken. Er bed a–vremañ ez eus 860 milion a dud naonek, 1.4 miliard a dud dreistpouez, ha 33% eus ar boued taolet d'al lastez».

• TOMATEZ 'PO EN–DRO?
14kg a domatez a vez debret dre zen e Bro–C'hall bep bloaz. Koulskoude e vefe aet blaz ar frouezh–se da get. Piv zo kaoz? Ar greanterezh gounezvouedel, war a lavar Laurent Bergé, an Naonedad e penn AOG tomatez ha konkombrez. «Dibabet ez eus bet lod greun gant an haderien, peogwir e veze goulennet tomatez padus gant an dasparzherezh, rak an treuzdougen. Ar ouenn Daniela, da skouer, a c'hall chom ruz ha tenn he c'hroc'hen e–pad teir sizhun. Blaz n'he deus ket avat». Penaos reiñ saour d'an tomatez en–dro? Er Stadoù–Unanet e klask imbourc'herien zo uhelaat feur ar sukr enno, o kemmañ ar c'henenn SIGLK2. E Bro–C'hall eo dishañval an hentenn. Krog eo ar broduerien da hadañ gouennoù all: «ne fell ket deomp e vo gounezet ar memes tomatez e pep lec'h er bed». Ret eo d'ar vevezerien doujañ ar c'houlzoù–amzer ivez, o prenañ tomatez etre miz Mae ha miz Gwengolo. Ha «kompren eo divlaz an tomatez a c'haller c'hoari tennis ganto: dav eo dibab ar re n'int ket krenn, prenañ ar re dishañval o liv, gounezet gant legumajerien».

• HAMBURGER 'PO?
Ar meuz muiañ debret e oa an hambergerioù e Bro-C'hall e 2015: 1.19 miliard anezho zo bet gwerzhet (+11%). Dibaouez eo ar c'hresk: dre drizek eo bet lieskementet marc'had ar bara–touseg en ur ober trizek vloaz (dre dri evit ar bara pok–ha–pok). «Tamm–ha–tamm eo bet degemeret hag azasaet an hambergurioù ouzh ar boazioù gall. Da gentañ e veze fardet er stalioù fast–food hepken. Arouez ar boued fall e oa neuze, da vare José Bové. Bremañ e kaver burgerioù en holl ostalerioù. Moarvat e vo digoret stalioù adarre, o werzhañ burgerioù a galite» eme Remy Lucas. Kuzulier war ar magañ eo hemañ. Diaes eo dezhañ diouganiñ peseurt meuz a c'hallfe peuriñ e park ar burgerioù, met ar croque–monsieur zo meneget gantañ. Prim e c'hall bezañ debret. Aes e vefe brudañ anezhañ: ur meuz hengounel eo, keginet diwar danvezioù lec'hel, ha «liammet ouzh ar bugaleaj». Gwellaat an doare fardañ a vo ret avat, peogwir e vez «fardet fall hiziv, gant bara fall».

• SOYLENT 'PO?
E–lec'h boutailhoù dour e c'haller prenañ boullouigoù, ur c'hroc'hen bezhin en–dro dezho. En o fezh e c'hallont bezañ lonket. Ha debret e vo e–giz–se en dazont? Er Silicon Valley emañ Rob Rhinehart o klask peuraozañ boued dourennek. Dindan daou vunut e c'haller debriñ e bred o lonkañ ur werennad Soylent. Ret eo meskañ dour gant poultr Soylent, ennañ sodiom, karbohidratoù, protein ha danvezioù ar seurt. Ur banne zo trawalc'h evit gwalc'hañ ezhommoù an den! A–hervez e vefe lonket dija gant embregerien ha tud tik gant ar c'hoarioù video. Hogen n'eo ket bet trec'het an NASA gant ar boutailhoù gwenn–se. Noazus e vefe da spered an astraerien bezañ maget dre zourennoù: ur mare sioul ha plijus e tle ar predoù bezañ. Fall e vefe d'o c'horf ivez: evit lañsañ an dijeriñ e ranker chaokat.

© diwar PEDRO Alexandre, Ce que vous mangerez dans 10 ans, Society, miz Gwengolo 2016.


== GERIAOUEG ==
ANVADUR A ORIN GWAREZET (AOP)
AN ARDIVINK = AR MEKANIK
AZASAAT OUZH (adapter à)
BERZAÑ (interdire)
BEVEZIÑ (consommer)
AR C'HWEKAUZENN* (l'édulcorant)
AN DASPARZHEREZH (la distribution)
AN DEBRER GLASVEZ (le végétarien)
DIDALVEZ (feignant)
DIOUGANIÑ (prédire)
DOURENNEK (liquide)
AN EMBREGER (l'entrepreneur)
FORANIÑ (gaspiller)
GENENN*, AR C'HENENN (le gêne)
GOUENN*, AR OUENN (la variété, l'espèce)
GOUNEZVOUEDEL (agroalimentaire)
AR GREANTEREZH = AN INDUSTRIEZH*
AN IMBOURC'HER (le chercheur scientifique)
KILHOG–RADEN, AR C'H— (la sauterelle)
KRANK–RADEN, AR C'H— (le criquet)
KRENN = RONT
LIESKEMENTIÑ (multiplier)
NOAZUS (nuisible)
PIZ–ROUS (des lentilles)
AR RAKSOÑJ (le préjugé)
AR SAOUR (la saveur)
AR SKRILH (le grillon)
TEMZAÑ (épicer, assaisonner)
AN TEUC'HDER (l'obésité)
TROVANEL (tropical)

6 juin 2016

Bugale boomerang.

Ouzhpenn ar re yaouank a zo diaes dezho kuitaat ti o zud ez eus muioc'h–mui anezho o tont en–dro, goude bezañ bet emren e–pad un nebeud bloavezhioù. Bugale boomerang a vez graet eus ar c'hrouadurioù oc'h ober o distro e–mod–se, abalamour d'an enkadenn ha da red ar vuhez.


Nevez zo en deus embannet an Diazezadur Abbé Pierre ur studi a–zivout an diaesterioù lojañ evit ar re yaouank. Savet eo bet diwar disoc'hoù un enklask gant an INSEE e 2013. En deiz a hiziv e tle 4,5 milion a oadourien yaouank chom da vevañ e ti o zud. Evit skeudenniñ an afer–se o deus graet ar mediaoù anv eus Tanguy, ar film gant Etienne Chatiliez. Ennañ e ra ur c'houblad pinvidik e seizh gwellañ evit kas kuit o mab diouzh o zi. Hennezh, ur studier 28 vloaz, a ra e vad eus an neizhig evit kas da benn un dezenn hag a zo he danvez «diorren an dangorelezh e Bro–Sina».

E 2001 e oa aet ar gomedienn–se er–maez. Hag a–vremañ eo chomet? Tamm–pe–damm. Abalamour d'ar feurmoù bezañ ker–ruz e tle un toullad tud yaouank chom gant o zud: 1,9 milion a studierien hag 1,5 milion a labourerien. Met ouzhpenn se ez awar gresk an niver a dud deuet yaouank o tont en–dro da di Tadig ha Mammig, goude bezañ aet eus ar gêr. Ar re–se n'emaint ket e–touez an Danguyed, met kentoc'h e rummad ar vugale boomerang.

Gant ar sokiologourez kanadat Barbara Ann Mitchell eo bet kavet an dro–lavar–se. Aes eo da gompren: kerkent kimiadet hag aet kuit diouzh ar gêr e ra ar bugel boomerang hanterdro, hag eñ d'en em gavout e ti e dud a–nevez a–raok m'o dije–int gallet laouenaat gant an disparti.

E 2013 e oa 338.000 a dud e Bro–C'hall o doa graet o distro e–giz–se – tud koshoc'h eget 25 bloaz ha n'int ket studierien. Urcome–back falloc'h e vrud eget hini ar Rolling Stones... E 2002 e oant 282.000 er memes stad. En ur ober dek vloaz en deus kresket an niver a vugale boomerang, neuze: +20%. Ur gwir emdroadur, brasaet gant enkadenn al lojeiz, gouzañvet gant oadourien koshoc'h zoken. Hervez an Diazezadur Abbé Pierre e vefe distroet e–tro 479.000 a dud koshoc'h eget 35 bloaz, en abeg d'an torr–dimeziñ, an dilabour pe ar yec'hed.

A–bouez eo diforc'hiñ an emzalc'hioù an eil diouzh egile, avat. Evel brennig ouzh ar roc'h eo stag Tanguy, abalamour d'arbsikologiezh. Ar vugale boomerang, avat, zo rediet da chom gant ar bec'h ekonomikel. Hervez ar bredvezeg Stephane Clerget e vefe aet da ordin: «gwechall e oa dav dimeziñ ha mont kuit evit bezañ sellet evel ur gwaz. Dinatur e oa distreiñ, ha pa vijed bet gwallskoet. Biskoazh c'hoazh n'oa chomet ar baotred ken diwezhat e ti o zud ha hiziv. Pinvidikoc'h ha yac'hoc'h e vez ar re gozh: prantadoù distreiñ a c'hall bezañ.»

Met n'eo ket didrubuilh ur vuhez ar seurt. Tud zo o dez ar santimant eo ken pegus o bugel hag ar sparadra ouzh barv ar c'habiten Hadok, hep gouzout diaesterioù o c'hrouadur. Mezh a vez war ar vugale boomerang o tont en–dro. O klevout gourc'hemennoù evel «dastum da loeroù!» pe c'hoazh «gwalc'h da volenn!» en em santont lakaet da vugale c'hoazh. A–bouez eo en em glevout war reolennoù da zoujañ, evit ma ne vefe ket reuz en ti. Da gentañ komz evit kompren ar rag hag ar perag eus an distro. Da c'houde rannañ sklaer ar c'hefridioù hag an dispignoù, hag embann fraezh ha sklaer pezh asantet ha pezh n'eo ket (pediñ ur muiañ–karet, da skouer). En diwezh e c'hall bezañ frouezhus deiziata an disparti, evit broudañ al labous da nijal kuit en–dro – ur seblant fall eo ma lavar ho pugel e teu en–dro evit skrivañ ur romant par da Aotrou ar Gwalennoù!

Da ziwall zo, rak ur bugel boomerang a c'hall mont da Danguy ma'z eo laouen evel an heol e ti e dud. Pe gwashoc'h: mont da Hikikomori, evel ar Japaniz yaouank en em serr en o c'hambr evel en ur c'hreñvlec'h. Se zo kaoz e c'hall bezañ efedus deviñ ur meuz pe un t–shirt ur wech an amzer...

© diwar SANTOLARIA Nicolas, Ne confondez pas les Tanguy & les Boomerang Kids,
Slate.fr, d'an 10 a viz Kerzu 2015.

== GERIAOUEG ==
A–ZIVOUT = DIWAR–BENN
AR BREDVEZEG (le psychiatre)
BROUDAÑ DA (inciter à)
AN DANGORELEZH* (la subjectivité)
AN DIAZEZADUR (la fondation)
DIFORC'HIÑ DIOUZH (différencier de)
EMREN (autonome)
AN EMZALC'H (le comportement)
EN UR OBER (en [durée])
FRAEZH (distinctement, clairement)
HA PA (quand bien même)
KEFRIDI*, AR GEFRIDI (la tâche; la mission)
KIMIADAÑ DIOUZH (faire ses adieux à)
AR MEUZ (le plat cuisiné)
AN OADOUR = AN DEN DEUET (l'adulte)
PAR DA (équivalent à)
AR PRANTAD (la période; le moment)
PSIKOLOGIEZH*= BREDONIEZH*