4 janvier 2016

E Naoned ez eus labour (war ar stern).

Nevez zo ez eus bet embannet studiadennoù o kanañ meuleudi da Naoned. Brud vat he deus kêr–benn Breizh, ha desachet ez eus ganti labourerien koulz hag embregerezhioù. Bep bloaz e vez 8.000 den oc'h ober o annez e kêr hag en trowardroioù. En trede gennad e kavont fred: bed an arc'hant, ar stlenneg, ar velestradurezh... Eus Paris emañ an darn vrasañ anezho o tont, aet skuizh gant o buhez skuizhus pe gant ar feurmoù ker–ruz. 6.000 embregerezh a vez krouet war dachenn ar veurgêr bep bloaz, hag un nebeud a ra berzh fonnus. Met estreget startoù–up zo diazezet e Naoned: embregerezhioù bras evel ar Société Générale hag ar SNCF o deus digoret rannoù dezho e kêr an duged.
Meur a gudenn a vo dav diskoulmañ avat. Penaos ober evit ma vo labour c'hoazh hag adarre? Petra ober evit kinnig servijoù a galite d'ar re gozh a vo niverusoc'h–niverus? Penaos adaozañ kêr evit degemer muioc'h–mui a dud, e–keñver an treuzdougen da skouer? Met ar brasañ skoilh a rankor talañ outañ eo an digevatalder, hep mar ebet.

En un AIF emaint o chom. E Naoned ne reer ket banlevioù anezho, met ranngêrioù poblek: Bellevue, le Clos–Toreau, le Breil... Tost ha pell eus kreiz–kêr emaint war un dro. Eno o dez bec'h an dud, kerkent ha krog ar miz, abalamour d'an dilabour ha d'ar baourentez.
En desped d'ar politikerezhioù lakaet da dalvezout gant an ti–kêr ez a an diforc'hioù war vrasaat. A–dra–sur eo izeloc'h feur an dilabour (8%) e Naoned eget e lec'h all; hogen kuzhet eo an digevatalder gantañ. N'eo ket tizhet an tourioù gant ar birvilh naonedat: e–harz dezho ez a da get. E Malakoff emañ 31% eus an dud o klask labour, ha lod anezho o fritañ laou (52% dindan gwehin ar baourentez, da lavarout eo o vevañ diwar nebeutoc'h eget 828€ ar miz). Gwashoc'h zo: hervez an INSEE e vefe paouroc'h–paour ar beorien abaoe penn kentañ an enkadenn, e 2010. Ar maouezed dreist–holl a vez el lagenn. 25 bloaz zo e laboure stankoc'h merc'hed ar c'harterioù eget re kreiz–kêr. Cheñchet eo penn d'ar vazh (15% a ziforc'h etrezo) abaoe, rak aet eo stal lod micherourien da stalig, hag an darn vrasañ eus ar postoù labour nevez zo tapet gant tud uhel o studioù,sternerien dreist–holl.

© diwar Enquête sur l'attractivité de la métropole nantaise, Ouest-France, d'ar 4 a viz Genver


GERIAOUEG
AIF (ANNEZ IZELFEUR) = HLM
EN DESPED DA = DAOUST DA
AN DIGEVATALDER = AN DISINGALDED*
AN ENKADENN* (la crise)
FRITAÑ LAOU (vivre dans la pauvreté) → FRIRE DES POUX
AR GWEHIN (le seuil)
KANAÑ MEULEUDI DA (dresser les louanges de)
KAVOUT FRED = KAVOUT LABOUR
BEZAÑ EL LAGENN* (être dans la merde)
PEORIEN, AR BEORIEN (les pauvres)
AR RANN* (le service)
AR RANNGÊR* = AR C'HARTER
AR SKOILH (l'obstacle)
AR STERNER (le cadre [métier])
AR STLENNEG* (l'informatique)
TALAÑ OUZH (affronter, s'opposer à)
AN TREDE GENNAD (le secteur tertiaire)

7 décembre 2015

Naoned, al Liger ha ni.

Warc'hoazh e vo kinniget da dilennidi meurgêr Naoned disoc'hoù an Diviz Bras (Naoned, al Liger ha ni), aozet ganti abaoe 2013. Emvodoù a oa bet dalc'het ingal e 2014. Naonediz a oa bet pedet da gemer perzh enno; hogen n'eus nemeur a dud a gemeras ar gaoz. Kement–se ne vir ket ouzh ar veurgêr da embann un teuliad, ennañ intrudu da gemer, an darn vrasañ anezho o tennañ d'an treuzdougen.



• Ledanaet pe eilet e vo pont Anna Breizh, e–tro 2023–2025, evit ma vo stankoc'h an tremen, ha degemer holl an doareoù treuzdougen warnañ. War un dro e vo kempennet Kae ar Foz, ha miret ul lodenn anezhañ evit an dud war droad. Plasenn Petite–Hollande a c'hallfe bezañ adaozet ivez.
• Klasket e vo aesaat an tremen en hent–tro a–us d'al Liger, oc'h adaozañ pont Bellevue ha hini Chevire: gouleier mont e–barzh, kemmañ an niver a hentoù...
• Un tres nevez a vo e–keñver an treuzdougen boutin (tramgirri, busway ha kronobusoù), adalek 2017. Bez' e vo ul linenn nevez o tremen war bont an Tri C'hevandir, e–biou d'ar POS nevez ha war bont Anna Breizh. E–giz–se e vo klokaet an div linenn dram hag al linenn vusway. N'eo ket bet divizet hag un tramgarr pe ur bus a yelo warni.
• Diorroet e vo ar rouedad war varc'h–houarn, evit ma c'hallor tremen diboan eus an eil kumun d'eben, a–drugarez da hentoù–tizh war velo. Stag e vo ar rouedad–se ouzh an hent touristel al Liger war varc'h–houarn.
• Panelloù a vo staliet evit broudañ Yann–gerzher da vont da bourmen war vord al Liger. Goude bezañ savet listenn ar gweledvaoù bravañ e vo embannet kartennoù.
• Goulennet e vo gant ar c'humunioù chom hep implijout produioù struzhyec'hedel, evit gwellaat kalite an dour, ha diwall da zislonkañ re a zoureier lous.
• Bulzunoù war stêr nevez a vo krouet, war–dro 2017–2020. Meur a hentad zo raktreset: Porzh–mor – Trentemoult (gant ur c'hae nevez eno, er c'hornôg), ha Porzh–mor – Enez Naoned. Daleet ez eus bet linennoù all avat: S.Sebastian – Enez Naoned – Chantenay ha Trentemoult – Chantenay.
• Studiet e vo pizh penaos digeriñ ul linenn stêr etre S.Nazer, Mouster, Koeron ha Naoned–Chevire, evit diorren an treuzdougen marc'hadourezh (endalc'herioù, lastez ha kreantel).
• Ne vo ket adsavet ar pont treuzvourzher evit distouvañ an tremen war al Liger. Hervez an dilennidi e vije dister an efedoù e–skoaz an ezhommoù etre Reudied ha Chantenay. Met miret e vo tachennoù e kenkaz e vefe savet un dra bennak deiz–pe–zeiz: en teuliad ez eus anv a fungarr hag a hent–riboul, war hir dermen.
• E–touez ar raktresoù all lakaet war ar stern ez eus ur poull–neuial war ribl ar stêr.
• Bep tri bloaz e vo aozet ur fest ar bageal war al Liger.
• Adalek 2016 e vo staliet «guingettes» e Enez Naoned, e Malvid, e Tarvieg hag e Sez.Lusenn. Un dachenn–gampiñ a c'hallfe bezañ digoret e Reudied.

———— GERIAOUEG ————
BROUDAÑ DA (inciter à)
BULZUN*, AR VULZUN (la navette)
DIORREN, DIORRO- (développer)
AN ENDALC'HER (le conteneur)
E–SKOAZ (en comparaison de)
AR FUNGARR (le téléphérique)
KEMER INTRUDU (prendre des initiatives)
KLOKAAT (compléter)
KREANTEL (industriel)
MEURGÊR*, AR VEURGÊR (l'agglomération)
MIROUT OUZH X DA (empêcher X de)
POS (PennOspital Skol–veur) = CHU
STRUZHYEC'HEDEL = FITOYEC'HEDEL
WAR RIBL = WAR VORD

30 novembre 2015

COP21.

PETRA ZO WAR AR STERN?
Dazont hor planedenn, na mui, na maez. Plijout a rafe d'ar berzhidi sinañ un emglev redioù ennañ evit ma ne c'hallo ket ar wrez kreskiñ betek re (2° d'ar muiañ e–keñver hini ar c'houlz rakgreantel). En tu all d'ar merk–se e vo gwashoc'h–gwashañ ar reuz, hep mar na marteze, war a lavar ar skiantourien.

PIV EN EM GAVO E PARIS?
Renerien o tont eus 196 broad, en o zouez hini ar Stadoù–Unanet ha hini Sina, da lavarout eo pennoù an div vro o saotrañ ar muiañ gant aezhennoù efed ti–gwer. Bez' e vo ivez miliadoù a dileuridi: politikerien, skiantourien, renerien embregerezh, stourmerien ekolo, kazetennerien... En abeg d'ar gwalldaolioù c'hoarvezet div sizhun zo, avat, eo bet nullet an holl abadennoù ofisiel ha berzet ar manifestadegoù, e Paris koulz hag e lec'h all e Bro–C'hall.

WAR BETRA E VO LAKAET AR GAOZ?
Tro wenn en doa graet emvod Kopenhagen e 2009 abalamour d'an dizemglev a oa etre ar broioù diorroet hag ar re war ziorren. Hini ar bloaz–mañ a vo e bal kavout un diskoulm evit ma'z aio war zigresk an dilaoskadennoù aezhennoù ti–gwer, ha lakaat pep bro da embann fraezh ha sklaer penaos en raio a–benn 2020. Prometet o deus ar Stadoù-Unanet ha Bro–Sina klask diorren ar greantelezhioù glas, ha pellaat diouzh ar glaou, an eoul–maen hag ar gaz.

PERAK OBER FORZH EUS AR COP 21?
Evit Mab–den e vefe skrijus cheñchamant an hin. Gant an ABU eo bet studiet pizh efedoù ar gwallreuzioù naturel c'hoarvezet abaoe 20 vloaz: sec'hor, barradoù–amzer, dourioù–beuz, prantadoù tommder, hag all. Bez' e vije aet 606.000 a dud da Anaon ha gloazet 4.1 million a dud en abeg dezho. Kement–se en dije koustet 300 miliard a dollarioù da nebeutañ.

HAG UN EMGLEV A VO SKOULMET?
Aze emañ an dalc'h: en entremar emeur. Hervez politikerien zo e vefe peadra da vagañ spi memes tra, a–drugarez d'ar c'haozeadennoù niverus ha d'al labour boulc'het a–raok ar COP. Diwar 196 bro ez eus bet 178 evit embann kinnigoù, peurliesañ intrudu emaint e soñj da gemer evit izelaat an ec'hodadoù.



© diwar HJELMGAARD Kim, Paris climate talks: 5 things to know,
USA Today, d'an 30 a viz Du 2015.

———— GERIAOUEG ————
ABU = Aozadur ar Broioù Unanet (ONU)
AN AEZHENN* = AR GAZ
BERZAÑ = DIFENN
BOULC'HAÑ (entamer; entailler)
AN DILAOSKADENN* (l'émission)
AN DILEURIAD (le délégué, le représentant)
EFED TI–GWER (effet de serre)
BEZAÑ EN ENTREMAR (être dans l'incertitude)
GREANTEL (industriel)
AR GWALLREUZ (le désastre)
GWREZ*, AR WREZ (la chaleur; la température)
AN INTRUDU (l'initiative)
NA MUI, NA MAEZ (ni plus ni moins)
SAOTRAÑ (polluer)

9 novembre 2015

El labour emañ ar yec'hed?

E Izrael e–giz e lec'h all ez eus tud kozh–Noe start dezho diskregiñ diouzh al labour. Dezho eo a–bouez ar vuhez oberiant, evel un arouez eus o buhez.


Peder gwech ar sizhun, da greisteiz, ez a Misu Faignbaum d'e breti e Jaffa. 91 vloaz eo met n'eo ket un afer. «Ar gwellañ louzoù eo al labour. Oberataet on bet ur wech: en e blom emañ paotr Misu; ar surjian, avat, zo aet da Anaon abaoe» emezañ en ur vousc'hoarzhin. Abaoe 55 bloaz e ra war–dro e ostaleri. E–giz beajiñ en tremened eo mont tre enni. Marellet eo ar mogerioù gant luc'hskeudennoù ha tammoù kazetennoù melen–louet. Dister eo chomet ar prizioù ivez. Ur skritell hepken a ra testeni eus an XXIvet kantved: «hon adkavit e Facebook: Misu, roue ar c'hebaboù». Ouzh ar voger ez eus ur pennad–skrid, e anv «na zebrit ket en ul lec'h prop james evit ma chomo yac'h ho kof». Sed pezh dibunet gant Misu pa voe aterset gant ar gazetenn Hadashot e 1984. Aet eo homañ da get e 1993, met dibistig eo Misu c'hoazh.

N'eo ket an ostiz ur c'hozhiad hep e bar. E pep kêr e Izrael ez eus annezidi o dije gallet mont war o leve pell zo a gendalc'h da labourat koulskoude. Estreget ar gwenneien a laka anezho da sevel diouzh o gwele bep mintin: c'hoant o deus da abuziñ o amzer ha da gaout un digarez da guitaat o zi.

«Plijout 'ra din, daoust ma n'eo ket gwall frouezhus. Arc'hant 'meus, bennozh Doue, met petra 'hallan ober ganto? C'hoari? Beajiñ? N'eo ket ma doare–den» eme Asher Kasher, 80 vloaz. Un uzin beloioù zo war e anv, hag a–hed e vuhez en deus kiet eviti. E Izrael e oa al labouradeg kentañ oc'h ober marc'hoù–houarn. «600 marc'h–houarn 'veze produet bep miz ur mare zo bet. 6 'ran bremañ, 'vit ma flijadur dreist–holl» eme Asher. Pa oa birvidik an embregerezh e laboure hanter–kant den eviti. Pa grogas Asher ganti e 1962 e oa an hini yaouankañ. Gwir eo kement–mañ c'hoazh: 88 vloaz eo Haim Moskovsky, an implijad nemetañ. «Bloavezhioù zo 'moa un' all, met da 73 vloaz 'oa arru skuizh ganti», a ouzhpenn ar rener. Pegeit e c'hallo–eñ labourat c'hoazh? Keit ha ma c'hallo: «'Ran ket bil gant ma yec'hed, 'mod–all 'n em gavan klañv». Startoc'h ar jeu gant Haim avat. «Labourat 'ro din kontantamant. Hogen diaes eo din kerzhout, dav eo din chom em c'hoazez» emezañ en ur stagañ rodoù.

E Tel–Aviv emañ Ella Lipanovsky o chom. 97 vloaz eo homañ. E–kreiz an XIXvet kantved e oa bet oberiet he mekanik–gwriat Singer. E Bro–Alamagn e oa aet war ar vicher wrierez, kent ober hec'h annez e Izrael e 1949. Eno e krouas hec'h atalier. Bremañ emañ o labourat war he fouez, o peurlipat ur boned, daoust ma vez diaes dezhi gwechoù zo. «Labourat a rankan. N'a ket mat ma spered ganin ma ne labouran ket. Pa labourer e c'haller disoñjal pep tra, ha poan am bez da zisoñjal». E–pad ar brezel e voe lazhet he gwaz, pa oant o–daou o stourm gant ar bartizaned.

E Kirya, nepell diouzh Tel–Aviv, ez eus toullet ur riboul evit ar metro. Eno emañ Haim Posner gant e labour e sal ar mekanikoù, oc'h ober war–dro ar sistemoù elektronek. Diseblant e chom daoust d'an tommder, daoust dezhañ bezañ 82 vloaz ivez. «Skiant–prenañ am eus. Buanoc'h egedon e pign ar yaouankizoù gant an diri a–dra–sur; hogen ur wech e krec'h n'ouzont ket petra ober. Gortoz a reont neuze ma arrufen!». Abaoe m'eo aet war e leve, da 65 bloaz, emañ o labourat evel gourseller dizalc'h. «Chom er gêr? Petra an diaoul 'rafen eno? An neb na labour ket 'ya e vuhez war verraat».

© diwar ADERET Ofer, Des seniors qui ont du mal à décrocher, Courrier International, miz Here 2014.

———— GERIAOUEG ————
ABUZIÑ E AMZER (passer le temps)
ATERSIÑ (interviewer)
DIBISTIG = YAC'H
AN DOARE–DEN (le caractère)
AN EMBREGEREZH* (l'entreprise)
ESTREGET (il n'y a pas que)
AR GOURSELLER (le superviseur)
KIAÑ = POANIAÑ
E KREC'H (en haut, au sommet)
AL LABOURADEG* = AN UZIN
MARELLAÑ (barioler, bigarrer)
PEURLIPAT (peaufiner)
AR RIBOUL (le tunnel)
AR SISTEM = AR REIZHIAD
AR SURJIAN (le chirurgien)
LABOURAT WAR E BOUEZ (sans se presser)

2 novembre 2015

Un ti evit ma vo sioul-logod kêr.

Kemennet he deus Johanna Rolland e vo krouet un Ti ar Sioulder e Naoned. Da c'houde e vo lakaet e plas ar videoevezherezh hag an enezadiñ.



Un ti ar sioulder, en abeg da betra?
Dilun e vo votet gant kuzul–kêr an Naoned: evit ma vo krouet un Ti ar sioulder foran. Er Manufacture e vo staliet hag e miz Du 2016 e vo digoret. Krog eo al labourioù da adaozañ al lec'h. Eno e c'hallo Naonediz mont e darempred gant an ti–kêr «e–keñver an amezegezh, an trouz, an naeted, ar parkañ pe an disevended» eme Jil Nikolaz, eilmaer e–karg eus ar surentez. «A–dost e vo heuliet an temoù–se gant an ti–kêr, en un doare hiniennel. Pep hini a vo respontet d'e c'houlenn, m'en asur deoc'h, ha pep hini a ouezo an intrudu kemeret da–heul. Ma vez dav e lakaimp an dud e darempred gant kenlabourerien varrek diavaez an ti–kêr». Ur burev hep e bar a vo Ti ar sioulder, e–lec'h ma vo kreizennet ar goulennoù evit plediñ gwell ganto. Un niverenn bellgomz en do ivez. Pegement e kousto? 1.145.000€ «Da c'hortoz ez eus rannoù all eus an ti–kêr o vont en–dro c'hoazh: ar gêrreizh, an hanterourien er ranngêrioù hag e kreiz–kêr, ar bagad kontrolliñ da noz, implijidi an evezherezh er straedoù [ASVP], ha me 'oar–me», a embann an aotrou Nikolaz.

Ur bitrak ouzhpenn?
«Diwallit,» eme Johanna Rolland, «ar Stad zo ar surentez hag ar stourm ouzh an torfedoù belioù dezhañ, neket d'an tiez–kêr, evel ma vez klevet a–wechoù. War hor pazenn e klaskomp–ni efediñ. Lubanelouriezh ebet, re–gredoni ebet kennebeut; met dalc'h avat». War un dro e vurutell an Itron Vaerez «dizonestiz ar re o klask ober o gounid eus an darvoud–mañ–darvoud. Un droed evit an holl eo ar surentez. Diriaou e oan gant annezidi Malakoff. Arru int skuizh, pezh a gomprenan. Emañ ar surentez un darn eus ar stourm evit an ingalded.» Se zo kaoz he deus skrivet da Vanuel Valls, peogwir n'eo ket arruet e Breizh ar 54 poliser prometet gantañ e miz C'hwevrer 2014. «Dav eo reiñ fiziañs d'an dud. Perak n'hallfed ket broudañ hag aotren an testenioù dizanv?», a c'houlenn Jil Nikolaz, daoust m'eo kement–se e beli ar justis hag ar Stad.

Petra nevez gant an enezadiñ hag ar videoevezhezh?
E–touez promesaoù an danvez–maerez Johanna Rolland e oant. «Lakaet e vint er pleustr da c'houde. Met arabat faziañ: n'eo ket gant an daou dra–se e vo diskoulmet bec'h ar forbannerezh e Naoned», a gemenn ar vaerez. «En ul lec'h videoevezhet eo c'hoarvezet an emgann», a ouzhpenn an eilmaer, oc'h ober anv eus ar paotr lazhet er C'harrdi Bananez, d'an 18 a viz Here.

© diwar GAMBERT Philippe, Sécurité: «ni angélisme ni démagogie», Ouest-France, d'an 30 a viz Here.

GERIAOUEG
BELI*, AR VELI (la compétence; l'autorité)
AR BITRAK (la bricole; le gadget)
BROUDAÑ (inciter)
BURUTELLAÑ (critiquer)
AN DALC'H (la fermeté; la tenue)
AN DISEVENDED (l'incivilité)
DIZANV (anonyme) ≠ DIANAV (inconnu)
AN ENEZADIÑ (l'ilôtage)
AR FORBANNEREZH (le banditisme)
AN HANTEROUR (le médiateur)
AN INTRUDU (l'initiative)
KÊRREIZH*, AR GÊRREIZH = AR POLIS
AL LUBANELOURIEZH* = AN DEMAGOGIEZH*
PLEDIÑ GANT = OBER WAR–DRO