18 avril 2016

Aerborzhioù.


© diwar ''Y a-t-il trop d'aéroports en France?'', Paris Match, d'an 11 a viz Meurzh 2016.

11 avril 2016

« Esper aet da get ha c'hwervoni ar renkadoù etre ».

Diwar betra eo bet savet al luskad Noz War–Sav? Betek pelec'h e c'hall mont? Petra eo e harzoù? E spioù? Respontoù gant Nicolas Framont, sokiologour, ha Ramon Espinar, kannad spagnol hag ezel da Bodemos.


Ar Portugal eo ar vro gentañ e Europa he deus anavezet ul luskad «imoret», gant Gerçao à rasca – ar rummad a–ruz. E miz Meurzh 2011 e oa, daou viz a–raok an Indignados spagnol. Abaoe eo aet al luskadoù sokial war stankaat e meur a vro e Europa. Perak eo c'hoarvezet ken diwezhat se e Bro-C'hall?
N. FRAMONT: Da gentañ ez eus abegoù sokial hag ekonomikel. Abretoc'h eo c'hoarvezet al luskadoù sokial e Europa ar Su peogwir ez eus degouezhet buanoc'h diaesterioù sokial eno. Daoust da se ne oa ket hañval, ha n'eo ket hañval c'hoazh, an traoù e Bro–C'hall evel e Bro–Spagn pe e Hellaz. Da c'houde ez eus un dra a–bouez all hag a ranker tennañ kont anezhi: er broioù–se eo heuget an dud gant an daoustrolladegezh, e–skoaz Bro–C'hall e–lec'h ma oa ur gouarnamant eus an tu dehou e–pad pell. Neuze e veze maget spi ha fiziañs er cheñchamant tu politikel. Met abaoe 2012 eo aet ar spioù da hesk. Un arouez eo al lezenn El Khomri, o tiskouez pegen tost e vez ar politikerezhioù kaset gant an tu kleiz ouzh re an tu dehou. Al luskad Noz War–Sav zo ennañ kaz ouzh ar politikerezh ensavadel hag ouzh ar strolladoù politikel a zo ar muiañ–niver ganto.
R. ESPINAR: Esper aet da get ha c'hwervoni ar braz eus ar renkadoù etre, sed an dra voutin etre al luskadoù–se, ar pezh en deus lakaet an holl anezho da ziwanañ. A zekvloaziad da zekvloaziad hag a rummad da rummad e oa bet sanket enno ar mennozh e c'halljed bevañ bravoc'h eget ar rummad kent bepred, a–drugarez d'ar Stad–warediat. Hag ar rummad–se en deus meizet ne c'hoarvezje ket ken.

E kêr eo diazezet al luskad. N'eus ket anezhañ war ar maez nag e tro–war–dro ar c'hêrioù. Ur skoilh eo, kea?
R. ESPINAR: Er c'hêrioù bras e krog luskadoù ar seurt atav, gant perzhidi yaouank–flamm. Gwelet eo bet e Bro–Spagn, e Norzh–Afrika, en Island... Met buan e vez entanet gwiskadoù ar boblañs plijet gant al luskadoù–se, war ar maez ha tro–war–dro kêr ivez. Un afer amzer eo. N'eo ket gwellaennoù evit ar gêriz hepken a vez goulennet, dre vras, met cheñch penn d'ar vazh er reizhiad demokratel. A–du emañ kalz gwiskadoù eus ar boblañs gant se. N'eus ket anv eus goulennoù resis ha fetis e–keñver ar strollad–mañ–strollad, met eus cheñchamantoù bras ha don er reizhiad.
N. FRAMONT: Ne vo ket dileuriet ar gevredigezh c'hall ma chom Noz War–Sav e Pariz hag er c'hêrioù bras. Ne vo ket efedus. En deizioù diwezhañ, avat, ez eus bet aozet Nozioù War–Sav e kêrioù bihanoc'h, e Charente–Maritime da skouer. Pe e banlevioù Pariz, e Montreuil. Gant petra e kav harz an emsavoù sokial a–benn ar fin? Peurliesañ e vez tenn an traoù etre demokratelezh hag amzer. Gant ar c'hoant ober demokratelezh e vez graet emvodoù, bodadegoù, gant tud o kaozeal pell. Met re bell e c'hall padout, ha neuze ne c'hall ket tud zo kemer perzh: ar re o deus bugale, ar re o labourat da noz...

Evit poent n'eus penn ebet o skeudenniñ al luskad. Hag ur skoilh eo evit m'en em astennfe al luskad, er c'hontrol d'ar pezh c'hoarvezet e Bro–Spagn, e–lec'h m'eo bet krouet Podemos gant an Indignados?
N. FRAMONT: Dav eo gouzout n'eo ket bet ganet dres Podemos gant ar re Imoret. Ul lodenn eus an emsav zo en em vodet en un dra bennak aet da aozadur politikel. Evit ar mare e kemer perzh an dud en Nozioù War–Sav en o anv–dezho, ha neket evel aozadur politikel. Ha gallout a rafe dont da vezañ un aozadur politikel da c'houde? Gwelet e vo. War a seblant e vefe posupl, gant ma vo nevesaet ar reolennoù penn–da–benn. Da lavarout eo, n'eo ket tud Noz War–Sav tud hag a savfe ur strollad politikel, ha mont war ar renk en dilennadegoù kannad. N'eo ket an aergelc'h tamm ebet. Met un nebeud deizioù hepken eo al luskad, a–bep seurt traoù a c'hall c'hoarvezout.
R. ESPINAR: Dav eo gwelout ha pennoù politikel a c'hall mont war wel tamm–ha–tamm, ha gallout a raint kemer perzh er vuhez politikel, mont war ar renk da–geñver dilennadegoù... Met padout e c'hall al luskad hep penn meur.

© diwar HERVEZ Marc, THORP William, «Le détonateur commun... »,
Society, Pariz, miz Ebrel 2016.


== GERIAOUEG ==
A–RUZ (à la traîne)
AR C'HWERVONI* (l'amertume)
DA HESK = DA GET
AN DAOUSTROLLADEGEZH (le bipartisme)
AN DILENNADEGOÙ KANNAD (les législatives)
DILEURIAÑ (représenter physiquement)
ENSAVADEL (institutionnel)
E–SKOAZ (comparé à)
FETIS (concret)
GWELLAENN*, AR W— (l'amélioration)
AR GWISKAD (la couche)
HELLAZ = GRES
IMORET (indigné)
KAZ, AR C'HAZ (la haine, l'aversion)
KAVOUT HARZ GANT (être limité par)
KENT (précédent)
AL LUSKAD (le mouvement)
MEIZAÑ (percevoir, réaliser)
AR REIZHIAD = AR SISTEM
AR RENKAD* (la classe)
AR SKOILH (l'obstacle, le problème)
AR STAD*–WAREDIAT (l'État–providence)

4 avril 2016

Bed ar sevenadur e Naoned a garfe gouzout.

Abaoe daou vloaz eo Johanna Rolland maerez Naoned. Penaos emañ kont gant ar sevenadur eno bremañ? Izili ar bed sevenadurel e kêr Duged Breizh a garfe gouzout war be du ez a an ti–kêr.



Kalz a c'houlennoù zo daou vloaz goude dilennadeg Johanna Rolland hag he skipailh. Emañ ar rouedad sevenadurel en gortoz. «E–kreiz strategiezh Jean-Marc Ayrault 'oa ar sevenadur. An niverel an hini eo bremañ» eme un den e–karg eus darvoudoù sevenadurel.

Meur a zarvoud erruet n'eus ket pell zo kaoz. Lamet e oa bet ar skoaziad digant Eurofonik (70 000€). Ret eo bet d'ar gouel ober un ehan e 2015, evit gallout dont en–dro en ur mod disheñvel, hep implijout Kreizenn ar C'hendalc'hioù. Ouzhpenn–se eo aet kuit Blandine Chavanne, penn mirdi da–zont an arzoù, e miz Gwengolo 2015. «Fall 'oa an traoù gant ar renerezh sevenadurel. Reiñ urzhioù a rae kentoc'h eget klask ur gwir emziviz» eme unan bennak. N'eo ket ur c'heloù mat evit unan eus raktresoù meur ar respet. Nevez zo ez eus bet divizet paouez gant ar skoaziad (3000€) da ouel Celtomania. Rener ar c'hoariva skolveuriek zo aet kuit ivez abaoe bloaz. Un arc'hwil zo bet savet evit dibab chom emren pe tostaat ouzh al Lec'h Unan. Hep respont e chomo ar studiadenn–mañ betek kentañ dilennadegoù prezidant ar Skol–Veur. Memestra gant un deznaou diwar–benn an dañsoù e Naoned.

Goulennoù all zo ivez: piv a yelo war–lerc'h Jean–Paul Davois e penn an opera? piv a reno ar Veaj da Naoned war–lerc'h Jean Blaise? «N'ouzer ket pegoulz ez int kuit. A–bouez eo soñjal e se. An dud a gav dezho n'eus linenn–stur ebet. Petra eo raktres sevenadurel an ti–kêr?».

Bez' eus rebechoù all ouzh Johanna Rolland hag he skipailh. «Ne vezont ket gwelet ken alies hag an dilennidi gozh. N'int ket ken sot se gant ar bed sevenadurel.» Hervez tud e vefe «teknokratel–kenañ» renerezh ar sevenadur, «strizh a–walc'h» zoken. Afer Blandine Chavanne he deus lezet roudoù war he lerc'h. Peseurt dazont evit ar sevenadur e Naoned goude Jean–Marc Ayrault ha Jean Blaise?

© diwar Presse–Océan, d'ar Merc'her 30 a viz Meurzh 2016.

GERIAOUEG
AN ARC'HWIL (l'audit)
AN DEZNAOU (le diagnostic)
AN EMZIVIZ (le dialogue)
KENDALC'H, AR C'H— (le congrès)
LEMEL, LAM- (supprimer)
AL LINENN*–STUR (le cap, la ligne directrice)
AR RENEREZH (la direction)
AR RESPET (le mandat)
AR ROUEDAD (le réseau)
AR SKOAZIAD ARC'HANT (la subvention)

21 mars 2016

Traoù nevez er gêr gozh.

Plijout a rafe da di–kêr Naoned adaozañ lec'hioù zo e kreiz–kêr. Kinnigoù kêraozañ zo bet dastumet gant an dilennidi en ursteuñv embannet nevez zo. Diwar an diell–se e vo boulc'het un enklask foran a–benn nebeut.


1 • Ar blasenn Petite–Hollande a vefe adaozet evel ul «leurgêr ardremez ec'hon», digor war–du ar stêr. Douaret e vefe ar parklec'h; dalc'het e vefe ar marc'had avat. E 2018 e vefe roet lañs d'ur genstrivadeg etrebroadel evit en ober, ha kae ar Foz war an dro.

2 • Nepell emañ ar skouar Daviais, e penn Enez Feydeau. Posupl e vefe sevel eno un ti kenwerzhel pe sevenadurel e implij, gant ma vo izel (10m uhelder d'ar muiañ).

3 • A–dal ar blasenn Petite–Hollande emañ ar vediaoueg Jacques Demy. En danvez steuñv kêraozañ eo skrivet e c'hallfe bezañ diazezet ur «savadur 16.500m²» en he lec'h.

4 • Adaozet e vefe plasenn ar C'henwerzh ivez, hag an takadoù en–dro dezhi. Dilec'hiet e vefe lochennoù ar vokedourien.

5 • Kempennet e vefe an arsavioù–treuzdougen e Kenwerzh. Bodet e vefe ar busoù er su hag er reter. E–giz–se e vefe dieubet tachennoù nevez evit an dud war droad. Kaeoù an arsav–tram a vefe kempennet e–giz re ar Boufae, evit ma vefe hañval o neuz ouzh ar blasenn. Er c'hreisteiz e vefe plantet «douvezioù glas».

6 • Tostik–tost ouzh Kenwerzh emañ ar skouar Fleuriot–de–l'Angle, gant e feunteun digempenn. Eno e vefe moaien da sevel stalioù arnevez ha stank. A–dreñv dezho e vefe miret ur blasenn «plus intime» (sic).

7 • War vali Olier Klison, e–kreiz straed Kervegan hag Enez Feydeau, e vefe aotreet ur savadur 8.000m². Bez' e oa unan a–raok bombezadegoù 1943, hervez an ti–kêr.

8 • Adaozet e vefe plasenn an Dugez Anna e–giz un hent–bale. E–mod–se e vefe bravoc'h an takad etre bali Sant–Pêr, ar c'hastell hag al Lec'h Unan. Ouzhpenn da se e vefe prederiet war dazont ar pont LU.

9 • En diell ez eus anv eus trowardroioù an ti–kêr, evit aesaat tremen ar gerzherien ha dedennañ kenwerzhourien. Adalek 2021 e vefe adaozet plasenn an ti–kêr. 80 lojeiz a c'hallfe bezañ savet, gant stalioù a–rez dezho. Dre ma'z aio ar Skol Arzoù–Kaer da Inizi Naoned e vefe kempennet an hini a–vremañ, evit degemer kenwerzhioù ha servijoù enni.

© BRENON Frederic, Nantes: ces changements spectaculaires qui attendent le centre-ville historique,
20Minutes.fr, d'ar 17 a viz Meurzh 2016.


GERIAOUEG
ADAOZAÑ (aménager)
ARDREMEZ (paysager)
ARNEVEZ = MODERN
BOULC'HAÑ = KREGIÑ
AN DANVEZ X (le pré-X, le projet de X)
EC'HON (vaste)
KENSTRIVADEG*, AR G— (le concours)
KÊRAOZAÑ, AR C'H— (l'urbanisme)
KERZHER, AR C'H— = AN DEN WAR DROAD
AN NEUZ* (l'apparence, l'aspect)
STANK (compact)
AR STEUÑV (le plan)
AN TAKAD (la zone)
WAR AN DRO (par la même occasion)

13 mars 2016

Geriaoueg ar rugby.


—— RUGBY XV : AR SKIPAILH ——
— AN DREKERIEN —
— AN ARAOGERIEN —




AN ARIDENNAD
AN 3de RENK
AN 2il RENK
AR RENK 1añ













11
ASKELLER KLEIZ
ailier gauche

6
FLAÑKER KLEIZ
3e ligne aile gauche

1
PILER KLEIZ
pilier gauche




4
2il RENK KLEIZ
2e ligne gauche


12
KREIZER KLEIZ
centre gauche
9
HANTEROUR DIABARZH
1/2 mêlée



15
DREKER
arrière


8
3de RENK KREIZ
3e ligne centre

2
SEULER
talonneur

13
KREIZER DEHOU
centre droit
10
HANTEROUR DIAVAEZ
1/2 d'ouverture







5
2il RENK DEHOU
2e ligne droit


14
ASKELLER DEHOU
ailier droit

7
FLAÑKER DEHOU
3e ligne aile droit

3
PILER DEHOU
pilier droit








Vocabulaire du rugby en breton. Geriaoueg ar rugby / ar rugbi e brezhoneg.


BOUNTAÑ
•
POUSSER
C'HOARI A BEP EIL
•
ALTERNER
DELC'HER / TALAÑ
•
RÉSISTER
DIFENN
•
DÉFENDRE
DOUARAÑ
•
PLAQUER
GOUZAÑV
•
SUBIR
KAS AR VELL
•
FAIRE UNE PASSE
BEZAN MESTR WAR
•
DOMINER
KILAÑ
•
RECULER
MIROUT
•
CONSERVER
MONT MELL OUZH DORN
•
PORTER
MONT WAR RAOK
•
PROGRESSER
PLANTAÑ / LAKAAT UN ESAE
•
MARQUER, APLATIR
SKRABAÑ
•
GRATTER
DISTANKAÑ
•
DÉBLAYER, LIBÉRER
STEKIÑ OUZH
•
PERCUTER
TAGAÑ
•
ATTAQUER
TAPOUT KROG ER VELL
•
RÉCUPÉRER LA BALLE
AN ESAE
•
L'ESSAI
AN TENN–TREUZFURMAÑ
•
LA TRANSFORMATION
AN TENN–KASTIZ
•
LE TIR DE PÉNALITÉ
AN DROP
•
LE DROP
AN ADKROG C'HOARI
•
LA TOUCHE
•
LE RENVOI, LA MISE EN JEU
AR VESKADEG*
•
LA MÊLÉE
AR MAOL, AR RUCK
•
LE MAUL
AR C'HONT
•
LE SCORE
AR STEUENN–C'HOARI
•
LE LANCEMENT DE JEU, LA COMBINAISON
AR GASADENN*
•
LA PASSE
AR C'HOARI TROAD
•
LE JEU AU PIED
D'AN UHEL HA DINDAN
•
LA CHANDELLE
AL LEC'H STANKAÑ
•
LE POINT DE FIXATION
WAR AL LEUR
•
LE JEU AU SOL
AN TU SERR / DIGOR
•
LE CÔTÉ FERMÉ / OUVERT
A–REZ / ER–MAEZ
•
AU RAS / AU LARGE
CHEÑCH TU
•
LE RENVERSEMENT
AR PRANTAD C'HOARI
•
LA PHASE DE JEU
LINENN* AN 22 / ESAE
•
LA LIGNE DES 22 / D'ESSAI
AN TAKAD
•
L'ESPACE, LA ZONE
DINDAN WASK
•
SOUS PRESSION
AL LUSK
•
LE RYTHME, L'INTENSITÉ
AN HANTERENN*
•
LA MI–TEMPS
AN DOUGER
•
LE PORTEUR
AR SKOAZELLER
•
LE SOUTIEN
AR PLAKER
•
LE PLAQUEUR
AN DOUARET
•
LE PLAQUÉ
AN DISIPLIN*
•
LA DISCIPLINE
AR FAZI
•
LA FAUTE
AR C'HASTIZ
•
LA PÉNALITÉ
E–MAEZ C'HOARI
•
HORS–JEU
EN A–RAOK
•
EN AVANT
AN TREDEOG
•
L'ARBITRE