14 mai 2018

Stéphane Gatignon, bet maer kêr Sevran: "ar Stad n'he deus tamm youl ebet da lakaat ar ghetto da darzhañ".

Maer kêr Sevran, er biz da Baris, eo bet Stéphane Gatignon e–pad 17 vloaz. E dibenn miz Meurzh en doa divizet reiñ e zilez, riñset, skuizh–divi gant e garg. En un atersadenn gant ar gelaouenn Society en deus displeget ar rag hag ar perag eus an disparti etre eñ hag ar politikerezh: ar bec'h da gas an traoù war–raok e banlevioù an 9–3, ar skoilhoù niverus plantet gant ar Stad, an diouer a arc'hant, e zoareoù brudañ ha kabaliñ... Evel kustum eo distagellet mat teod an aotrou maer bet.

• Abaoe bloavezhioù e vez lâret ganeoc'h: «emañ ma c'hêr o vont da darzhañ». A–benn ar fin oc'h–c'hwi an hini o tarzhañ, peogwir ho peus roet ho tilez...
S. GATIGNON: Abaoe 17 vloaz on maer. Ar muiañ posupl a glaskan ober. Met aze 'meus ket startijenn ken. Pounner ar bec'h pa reer war–dro ur gêr 'ma vev 35% eus an dud dindan ar feur paourentez. Kudennoù lojeiz zo, kudennoù surentez ivez. Dav stourm atav. Skuizhus eo. Dav chom a–sav pa grog da vezañ re boanius.

(...)

+ Klikit amañ da lenn ar pennad–skrid en e bezh.




23 avril 2018

Er startoù-up e vez an diaoul o redek.

Muioc'h–mui e vez anv eus ar startoù–up, peurliesañ o lakaat war wel pegen plijus ha dudius e vefe labourat evito. Bet eo ar gazetennerien Emmanuelle Andreani ha William Thorp o kas un enklask er bed nevez–se, ha diskoachet ez eus bet doareoù souezhus ganto. Sed amañ–dindan ul lodenn eus ar pennad–skrid ganto. 

E Berlin emañ Clément o labourat war un arload sportel. Hennezh a anzav bezañ «lakaet diaes» gant «kement a happiness»: «ur seurt meskaj zo etre al labour, ar c'hehentiñ diabarzh, ar vuhez prevez hag ar vuhez vicherel», emezañ. Abaoe tri bloaz hanter emañ war e vicher, ha plijet eo ganti. Met dezhañ eo ar startoù–up «un tamm e–giz toulloù–bac'h alaouret». Ober a ra meneg eus ur rummad «bugale moumounet», tud yaouank priziet o barregezhioù, ha dedennet holl memes mod gant ar startoù–up: «hañval eo ar c'hinnigoù–labour hiziv, memes tra zo kinniget gant an holl: c'hoarioù video, madigoù, nozvezhioù... Nec'hus eo un tamm». Komz a ra eus un endro «serr warnañ e–unan», e–lec'h ma vez hañval an dud an eil ouzh egile, e–lec'h ma lider deiz–ha–bloaz pep implijad. «Daou zeiz–ha–bloaz 'vez bep sizhun, kartennoù hetoù a ya eus an eil burev d'egile, evit tud damanavezet ganit. Bloaz zo 'oa faziet lod tud war ma anv zoken!». Un endro «Bisounours» e–lec'h m'eo ret dudiañ ha tremen e–biou d'ar goulennoù ha d'an abegadennoù, rak pep tra eno a zle bezañ «dreist». «Em embregerezh kent 'oa emvodoù 'ma tremenemp hon amzer o lardañ hor c'hrampouezhenn deomp–ni. Bep Lun en em gavemp, hag e veze embannet ar c'heleier diwezhañ gant ar renerien. Ha ni da stlakal hon daouarn evel genaoueien. Ur reolenn an hini 'oa. Ret stlakal hon daouarn, ha pa vije fall ar c'heleier. Pa oa aet kuit ar c'hengrouer 'voe lavaret deomp gant ar penn: ''aet eo war–du avañturioù all''. Daoust ma ouiemp 'oant en em zebret!».

Ouzhpenn an happiness emañ ar storytelling. Manager eo Paol e Lyon, ha dindan bec'h un difredañ. Un emglev disparti a oa bet kinniget dezhañ gant e rener. «Nac'het ganin. Me 'meus lavaret dezho 'ouien gwir al labour, hag 'oa ret dezho skarzhañ ac'hanon. Respontet eo bet din: ''siwazh, ne vo ket un istor brav da gontañ ma vez graet an traoù e–mod–se''».

Hervez Deirdre McCloskey, kelennerez war an armerzh e skol–veur Illinois e kêr Chicago, «eo mesket an eürusted hag ar blijadur. An implijidi zo fritet dezho naered e–lec'h sili, peogwir e ebatont e kredont ez int eürus. E gwirionez e vezont touellet gant an implijerien: produiñ muioc'h eo ar pal, ha mat pell zo. Me 'oar, da skouer, eo ret din gouzañv ha strivañ en ur labourat. Laouen on ganti koulskoude, ha n'eus ket afer a lipat skornennoù pe c'hoari c'hoarioù video».

Ul levr zo bet skrivet gant Mathilde Ramadier, goude pevar bloavezh e bed ar startoù–up e kêr Verlin: «Donemat er bed nevez: penaos em eus treuzvevet e coolitude ar startoù–up». Da gentañ e oa bet o labourat evel manager. Burzhudus e seblante an traoù bezañ neuze: arrebeuri diouzh ar c'hiz, evajoù bio diouzh an druilh, burevioù o speurennoù gwer... «Buan 'moa kavet hir ma amzer, ha diskanañ 'moa graet. Pell emañ Yann diouzh e gazeg, pa geñverier pezh prometet ha gwirvoud al labour. Bez' 'oa tud dreistdiplomet a dremene o amzer d'ober traoù plaen ha didalvoud, evel adskrivañ testennoù evit bezañ renket mat gant Google». Dezhi eo «digizidikaet» an dud gant ar c'hehentiñ hag e c'heriaoueg, hini an eürusted hag an dudi. Ur seurt «hollveliegezh» a vefe zoken: «pe e vezer eürus asambles ganto, pe e vezer a–enep dezho. Me 'veze gwelet evel ur c'hrozmolerez, abalamour din da chom hep bamañ ouzh an open space hag ar c'hafe digoust». Ral e vefe d'an dud sellout a–bell ouzh an traoù: «n'oamp 'met daou pe dri, dispourbellet o daoulagad, e–pad an emvodoù: den ne grede ober goulennoù diwar–benn ar meiziant diwezhañ omp spiet gantañ».

En ur greizenn startoù–up he deus labouret Sophie e–pad tri miz, e Paris. Ouzh an tal anezhi e oa skrivet «party is a serious matter» («un danvez sirius eo ober fest»). Ur CHO a oa: chief happiness officer, da lavarout eo «penn bras an eürusted», aozet gantañ abadennoù merata, kentelioù kanañ, nozvezhioù riboul... Free–lance e oa Sophie, dindan ar statud emembregerez. «''N'ez peus kevrat ebet, gwir eo, met dudiañ a rez peogwir ez eus ur CHO''. E–giz–se 'vezer lakaet da lonkañ sili». Buan eo bet hegaset gant pouez ar «goulenn groñs bezañ laouen». «Bec'h a oa warnon, amsklaer ma dazont, hep ur gwir statud. Ha pa n'a ket mat an traoù gant unan ne gomzer ket outañ. En ur c'hoarzhin e lavare ma rener din: ''mont 'ra? laouen out? peotramant kae da glask da levenez da lec'h all''».

Gant Catherine Testa e oa bet lañset kentañ Klub ar CHO e Bro–C'hall. Ne blij ket dezhi an doare m'o deus troet an traoù abaoe m'eo krog ar startoù–up d'ober gant «pennoù bras an eürusted». «Bed ar startoù–up a zisplij din ken–ha–ken. Ober a reont gant ar sevenadur–se, en diskouez a reont, da gehentiñ: ''sellit pegen kool eo labourat ganeomp! Ur flipper zo''. Un touell eo kement–se. Trouzus–kenañ eo ar flipperioù, ha pa stalier unan en em zic'hraer buan dioutañ». Emañ–hi o labourat gant embregerezhioù krenn pe vras, diwar an «optimizm hag ar feel good». «Dishañval-mik diouzh ar startoù–up. Ouzhpenn prenañ ur Playstation zo graet ganeomp. A–dreuz 'labouromp en embregerezhioù, asambles gant ar re 'ra war–dro an implijidi, gant ar poellgor embregerezh, gant ar sindikadoù. Rak kaer 'peus lakaat dek flipper, ober dek abadenn coaching... ma n'en em glevez ket gant an den a–dal dit e vo brein da zevezhioù».

N'en em gleve ket Mark gant CHO e start–up, ur media enlinenn, «cool ha yaouank» anezhañ. A bep seurt traoù a veze graet gant «penn bras an eürusted»: fardañ lein ha kafe diouzh ar mintin, distaliañ an taolioù da vare kreisteiz, dourañ ar plantoù goude merenn... «Ur mevel 'oa. Skingaset rap gantañ da lakaat an dud da fiñval, hag o komz dibaouez outo. Penaos labourat 'mod–se 'ta? Marteze on mod–kozh, met gwelloc'h 'vije bet ganin traoù ordinoc'h, m'o dije dudiet prim an dud, hep ma vije unan bennak da c'hoari e furlukin. 'Oa ket drouk, yañ. Met torr–penn un tamm memes tra».

© ANDREANI-FACCHIN Emmanuelle ha THORP William, «Start-up, ton univers impitoyable», Society, d'ar 25 a viz Genver 2018.







——— GERIAOUEG ———

AN ABEGADENN* (la critique)
AN ARLOAD (l'application)
BAMAÑ OUZH (s'émeveiller devant)
DEDENNET (attiré)
DIFREDAÑ (licencier)
DIGIZIDIKAAT (anesthésier, insensibiliser)
DIOUZH AN DRUILH (à volonté)
EBATAL = DUDIAÑ
AN EMEMBREGER (l'auto-entrepreneur)
AR GROZMOLER (le râleur, le grognon)
AR GWIRVOUD (la réalité)
KEHENTIÑ (communiquer)
KENGROUER, AR C'H— (le co-fondateur)
KENT (précédent)
KEVRAT*, AR GEVRAT (le contrat)
MERATA (masser)
PLAEN (plat; routinier)
AR POELLGOR (le comité)
AR SPEURENN* (la cloison)
TOUELLAÑ = TROMPLAÑ

9 avril 2018

Mae 68 e Breizh.

Istorour eo Christian Bougeard diouzh e vicher. Nevez zo eo bet skrivet Les années 68 en Bretagne gantañ, embannet gant ar Presses Universitaires de Rennes. Asambles gantañ he deus lakaet ar gelaouenn Bretons ar gaoz war darvoudoù skoet ar rannvro ganto hanter–kant vloaz zo.
Gant KDSK eo bet pedet Christian Bougeard da Vro–Naoned: d'an 29 a viz Mae, da 8e diouzh an abardaez, e vo kaset ur brezegenn gantañ e ti Yezhoù–ha–Sevenadur.

• Estreget er C'harter Latin hag e Paris e oa c'hoarvezet traoù e miz Mae 68...
Er vro a–bezh e oa degouezhet traoù da–geñver darvoudoù miz Mae 68, er c'hêrioù bihan zoken. Dishañval eo Breizh un tamm bennak: kreñv–mat al luskad eno. Roudoù anezhañ a c'haller kavout kentoc'h, ha pelloc'h en deus padet ivez.

• Penaos e oa Breizh e fin ar bloavezhioù 60?
E fin ar Pevare Republik e oa ar Frañs o vont war–raok, gant un armerzh war ziorren, hini an «Tregont Lorc'hus». Bez' e oa an traoù o cheñch e Breizh ivez. Met ar Vretoned a gave dezho ne oa ket diorroet o rannvro evel ma tleje bezañ. Se zo kaoz e oa oberiant ar CELIB, e veze nec'het ar studierien – abalamour dezho da rankout labourat e–maez o rannvro...
Un dra bouezus all: nec'h a oa, abalamour d'ar cheñchamantoù bras ha fonnus a oa c'hoarvezet, el labour–douar dreist–holl. Nec'het ar gouerien rak o dazont, rak ar marc'had boutin... Hag int da vanifestiñ, adalek deroù ar bloavezhioù 1960. Eus an tu all e oa kouerien yaouank hag a gave dezho ne cheñche ket buan a–walc'h an traoù. A–du gant modernaat ar rannvro e oa ar re–se. Dezho ne oa ket oberiant a–walc'h ar Stad: dav dezhi ober buanoc'h.
Dishañval e oa Breizh, ya, peogwir e tarzhe buan an traoù eno, ha peogwir e oa manifestadegoù bras, evel re brezel an artichaod, e Bro–Leon. Gant seziz isprefeti Montroulez e oa krog an traoù, e 1961. Un arouez n'oa ken koulskoude. Met alies e veze taer respont ar Stad: ne gomprene ket pezh a c'hoarveze, ha ne felle ket dezhi, e mod ebet, plediñ gant goulennoù dibar ar Vretoned.
War an dro, hag aze emañ an digenveizad, eo harpet a–vras ar jeneral de Gaulle, Pompidou ha Giscard gant Breizh. A–du gant an tuioù dehou ha kreiz e chom Breizh a–hed ar mare–se.

• Skrivet eo ganeoc'h e oa labouradeg Sud–Avitation, e Kêrvegon, ar c'hentañ hini dalc'het e miz Mae 1968. E Breizh e krogas an traoù, neuze!
Gwir–Bater. Dre zegouezh, marteze. Dalc'het Sud–Aviation d'ar 14 a viz Mae. Antronoz an devezh harz–labour hollek, a–enep d'ar bec'h war studierien ar C'harter Latin e Paris. Deroù an harz–labour hollek brasañ e istor Bro–C'hall an hini e oa.

• Goude bezañ lennet ho levr eur souezhet ne vije ket bet muioc'h a dud varv. N'eus bet hini ebet e Breizh. En Naoned, pa oa bet taget ar prefeti gant ar studierien, en doa goulennet ar prefed aotre da dennañ. Nac'het outañ...
Kreñv–kenañ e oa bet al luskad e Breizh; hogen sioul hogos e pep lec'h, nemet en Naoned. Dibar eo an Naoned e Breizh. Kann a oa bet e fin meur a vanifestadeg. E miz C'hwevrer 1968 e oa krog an traoù, pa oa bet dalc'het ar rektordi gant studierien. Re daer e oa bet ar prefed: bazhataet ar studierien, harzet o fennoù... Trenket ar soubenn e–mod–se, hag aet an traoù war daeraat. D'an 13 a viz Mae, da skouer, e oa barrikadennoù diouzh noz, kann gant ar polis, ha tud gloazet e–leizh.

• Diaes d'ar stourmerien en em glevout, evel e lec'h all: studierien, micherourien, kouerien...
Da–gentañ e oa bet dizemglev, pe diouer a anaoudegezh etrezo. Harz–labour an 13, da skouer, a oa bet lañset gant ur sindikad kelennerien, ha chomet diseblant micherourien zo: perak stourm evit studierien, bourc'hizien anezho? Met dre gaozeal e oa tostaet micherourien ha studierien e–kerzh darvoudoù miz Mae. Un dra nevez an hini e oa, gant efedoù war harzoù–labour ar bloavezhioù 1970. Kalz studierien, bet pe a–vremañ, a gaved er strolladoù skoazell, evel hini ar Joint Français.

• Ar skolioù–meur ivez a oa o cheñch, e Brest dreist–holl: pobleloc'h–poblelañ orin ar studierien?
Dav tennañ kont eus an dra–se. Aet an niver a studierien war gresk, gant bugale eus ar renkadoù etre, eus ar renkadoù poblel a–wechoù. Bugale munut o orin, dezho tud labourerien–douar, artizaned, kenwerzhourien vihan... Hag int d'en em gavout er skolioù–meur. Cheñchet an traoù, neuze.
Ouzhpenn se e oa ur c'hoant mont war–du ar bobl, en em gavout ganti, komz ganti, dindan levezon mennozhioù an tu kleiz pellañ. Dishañval penn–da–benn e oa ar gwirvoud sokiologel diouzh ar raksoñjoù e–keñver Mae 68: ouzhpenn bourc'hizien Paris a oa war ar barrikadennoù.

• En diwezh e chomas ar stur e daouarn ar jeneral de Gaulle. Hag ar bihanniver a oa bet perzh el luskad, emezit–c'hwi...
Ya. Sebezus eo an niver a dud oc'h ober harz–labour, o vanifestiñ... Met buan a–walc'h e voe nec'het ar muiañ–niver didrouz. Anv eus an arvar komunour a voe graet gant ar gouarnamant, daoust d'ar Parti Communiste da vezañ sioul. Hag efedoù a voe en dilennadegoù e 1968. An dud reizh, eus an tu kreiz, a yeas niverus da votiñ da zifenn ar Stad hag ar jeneral de Gaulle.

• Anv zo ivez en ho levr ganeoc'h eus an dekvloaziad da–heul. Er stourmoù sokial hag ekologel e vefe hêrezh miz Mae 68?
Gwir–Bater. Betek 1975 en doa padet ar Mae breizhat, evit ar pezh a denn eus ar sokial. Luskadoù bras a oa bet. Harzoù–labour tenn, hir, a–enep da renerien na felle ket dezho kaozeal. Harzoù–labour dibar ivez, evel hini ar Joint Français a oa broadel e reuz. N'o doa ket goulennoù a zispac'h: kreskiñ o goproù a–live gant re uzinoù Paris, hag un trizekvet miziad. Ar rannvro a–bezh a oa perzh ha kengred gant an harzerien–o–labour: an dud, ar c'hêrioù, an arzourien... Goulenn kreskiñ ar goproù a veze goulennet dreist–holl, e kalz uzinoù bihan. Pergen re gounezvouedel, e–lec'h ma veze gwallgaset ar vicherourien, maouezed alies–mat.

• Penn kentañ ar stourmoù ekologel e oa ivez?
An enkadenn, kresk an dilabour... Diaes bezañ an tu gounid gantañ adalek kreiz ar bloavezhioù 1970. En em zifenn a rae an dud kentoc'h, evit ma ne vije ket serret uzinoù, ma ne vije ket kollet labour. Ul lodenn eus al luskad sokial, hag ar re yaouank, en em daol d'ar stourmoù a–enep d'an nukleel, e Pentelloù, en Erdeven, pe e Plougoñ. Efedoù o deus ar gwallreuzioù ekologel, al lanvioù du. Aze emañ Breizh e penn an traoù. Dreistordinal e oa al luskad eno, dreist–holl e Plougoñ.

• Ha distro e oa ar mennozhioù breizhat d'an dachenn bolitikel?
Ya, met diwar ziazezoù all. Fall–put e oa skeudenn an Emsav war–lerc'h ar brezel, abalamour d'e re o doa kenlabouret. Aze e teu da vezañ pozitivel. Ur c'hemm politikel pouezus a oa: gant an tu kleiz hag an tu kleiz pellañ ez a ar stourm breizhat. Mare an FLB e oa ivez. Bez' e oa–eñ ivez o cheñch, o vont war–du mennozhioù an tu kleiz pellañ breizhat.
An identelezh vreizhat ivez a zeuas da vezañ pozitivel–mat, goude bezañ bet kaset diwar ar speredoù e–pad ugent vloaz. Goulennoù a veze graet evit ar yezh, evit ma vije kelennet. Diwar se e voe krouet Diwan e 1977. Ur revival zo bet, un adc'hanedigezh sevenadurel: bras pouez ar sonerezh hag ar ganerien, darempredet stank ar festoù–noz a–nevez...

• Un hêrezh da Vae 68 eo?
Din ez eo. Sellit 'ta: kalz studierien ha ne oant ket eus Breizh–Izel, e Roazhon da skouer, a reas anaoudegezh gant sevenadur Breizh, gant he dañsoù... Lod zo bet desket ar yezh ganto. Ur darvoud nevez–flamm e oa. Diorren ar goulennoù rannvroelour eo an eil, douget gant an tu kleiz pellañ hag ar Parti Socialiste.

• Deoc'h e oa achu ar mare–se e 1981?
Deomp–ni, istorourien, eo ar bloavezhioù 68 ar prantad–amzer etre fin brezel Aljeria hag ar cheñchamant tu politikel c'hoarvezet er vro e 1981. Seul wiroc'h eo e Breizh. Betek–en e oa gwelet Breizh evel un dachenn e dalc'h an tu dehou. Uheloc'h an disoc'hoù anezhañ e Breizh e–keñver ar geidenn vroadel. Krog penn ar vazh da cheñch d'ar mare–se, hag e 1981 e oa ar wech kentañ da Vreizh bezañ a–du gant an tu kleiz. Tost–tost e oa Mitterand d'ar muiañ–niver (49,2%), hag ar «wagenn roz» a voe kaset d'ar Gambr ganti 19 kannad PS diwar 33. Aze e oa ur cheñchamant da vat, padus e efedoù. Din eo un efed dieeun eus Mae 68: hejet ha modernaet ar gevredigezh gantañ, ha gant stourmoù ar bloavezhioù 1970 war e lerc'h.

© RAYNAUDON–KERZERHO Maiwenn, «Christian bougeard:“Mai 68 a été très puissant en Bretagne”», Bretons, miz Genver 2018.




—— GERIAOUEG ——
AN ARMERZH = AN EKONOMIEZH*
AN AROUEZ* (le symbole)
AN ARVAR (le péril, le danger)
BAZHATA (matraquer; frapper à coups de bâton)
DA–GEÑVER (à l'occasion de)
AN DIAZEZ (la base)
DIBAR (unique)
DIEEUN (indirect)
AN DIGENVEIZAD (le paradoxe)
AN DIOUER A (le manque de)
E–LEIZH = KALZ
EN EM DEULER DA (se consacrer à)
AN ENKADENN* (la crise)
ESTREGET (il n'y a pas que)
EUR (on est)
GLOAZAÑ (blesser)
GOUNEZVOUEDEL (agroalimentaire)
AR GWALLREUZ (la catastrophe)
AR GWIRVOUD (la réalité)
HARPAÑ = SOUTEN
HEJAÑ (secouer)
HOGOS = KAZI
KANN*, AR GANN (la bagarre, la rixe)
KEIDENN*, AR GEIDENN (la moyenne)
KEMM, AR C'HEMM = AR CHEÑCHAMANT
KENGRED GANT (solidaire avec)
KENTOC'H (plus tôt, avant)
KÊRVEGON (Bouguenais) → BEGON
KOUER = PEIZANT
AL LABOURADEG* = AN UZIN*
AL LEVEZON* (l'influence)
AL LUSKAD (le mouvement, la mobilisation)
AN NEC'H (l'inquiétude)
OBERIANT (actif)
PENTELLOÙ (le Pellerin)
PLEDIÑ GANT = OBER WAR–DRO
POBLEL (populaire)
AR RAKSOÑJ (le préjugé)
REIZH (modéré)
AR RENKAD* (la classe sociale)
SEBEZUS (stupéfiant)
SEUL —OC'H (d'autant plus)

26 mars 2018

Didrouz ha dilabous.

Div studiadenn graet war hir dermen zo bet embannet o disoc'hoù er sizhun–mañ. An eil gant Mirdi Broadel an Istor Naturel, graet e Bro–C'hall a–bezh; eben gant ar CNRS, graet e Deux–Sèvres. Hañval an disoc'hoù anezho: digresket a–vras an niver a laboused war ar maez, abaoe pemzek vloaz, un drederenn anezho peurliesañ. Er metoù gounezet dreist–holl e vefe kriz an traoù. Modoù labour–douar stankoc'h–stankañ a vefe kaoz. Pennadkaoz gant Grégoire Loïs, bezrener Viginature.

«Ya, gwir eo, gallout a rafe bezañ. Setu pezh diskouezet gant hor studioù. C'hoarvezet e oa dija gant lod gouennoù chom hep gouzañv ha bevañ gant Mab–den. Gallet hor boa degas en–dro lod anezho. Hiziv eo dishañval–mat an traoù avat. Buan–abominapl ez a an niver a laboused war zigresk er metoù gounezet. An holl ouennoù laboused gwitibunan zo digresket o foblañs er c'hompezennoù, en ur ober 23 bloaz: un drederenn eus an alc'hwedered, hogos an holl glujiri... Laboused ordin ivez zo gouzañvet an traoù ganto: pintiged, mouilc'hi, dubeed... Ne vo ket cheñchet hor buhez deomp–ni hep al laboused; hogen ur seblant fall an hini eo: n'haller ket bevañ war ar maez, rak lazhet eo hon endro ganeomp.»

«Buan en deus cheñchet al labour–douar e Bro–C'hall, ha lod gouennoù n'int ket bet evit en em gustum ouzh an doareoù nevez. Brasoc'h–brasañ ar parkeier, stankoc'h–stankañ ar produioù chimik... Aet eo an niver a laboused war zigresk da–heul hini al laboused hag ar plantoù war–vord ar parkeier hag ar gwenodennoù. Al laboused ivez a ra diouer dezho tachennoù goudor, tachennoù stank ar boued warno.»

«Efedoù o deus al louzeier–amprevaned a ra ar gouerien ganto. Lazhet an amprevaned ganto, raloc'h–ralañ ar gwenan war ar maez... Sellit ouzh gwerenn–dal ho karr–tan: aes eo gwelout ez eus nebeutoc'h a amprevaned hiziv eget ugent vloaz zo. Ar c'hwiled–du, da skouer, c'hwiled ordin, zo digresket o foblañs a 85%. E Alamagn eo hañval an traoù: –75% a amprevaned–nij, hervez ur studi skolveuriek.
Al laboused a vev diwar c'hreun zo debret amprevaned ganto zoken, d'ar mare kentañ, goude aet e–maez ar vi. Ezhomm protein o deus ar poñsined, e penn kentañ o buhez, hag aze emañ an dalc'h en dazont. Hep ar boued–se e vo bihanoc'h–bihanañ an niver a laboused.»

«Memes tra zo degouezhet gant gouennoù zo er c'hêrioù, evel ar filipiged. N'eo ket gouzañvet feurioù uhel ar CO2 en aer gant laboused all. War an dro eo bet merzet ganeomp n'ae ket ar gouennoù laboused war zigresk er metoù hanter–naturel, er c'hoadoù da skouer. Abaoe 1989 ez eus efedoù fall war an endro abalamour d'an doareoù labourat stank, abaoe ma n'eo ket rediet gant ar PAC ken labourat war gozhennoù, abaoe m'eo kresket priz ar gwinizh, abaoe ma vez dreist–temzet gant nitratoù evit dreist–proteinañ ar gwinizh, abaoe ma reer gant an neonicotinoides... Ar re–se a c'hallfe bezañ bet buanaet an digresk ganto abaoe 2016.»

«Dav kelaouiñ, kizidikaat al labourerien–douar. Ha mont war–du ar gounid ekologel. Ober gant modoù produiñ padus, oc'h ober gant gounezouriezh, neket gant temzoù. Ober ma vo bihanoc'h ar parkeier, ma vo hiroc'h an troioù trevadoù. Gwareziñ ha plantañ tachennoù goudor, evel girzhier ha tachennoù dindan leton, e–lec'h ma c'hallo bevañ gouennoù, re a bollen en o mesk. E–giz gouelec'hioù eo deuet an takadoù labour–douar hiziv. Lec'h ebet ken evit ar gouennoù. N'hallont ket dreistbevañ ken.»

«Didrouz e c'hallfe bezañ ar plaenennoù dindan ed, neuze. Mat eo boueta ar blanedenn, sur, met perak en ober diwar he c'houst? Gwelloc'h ober gant doareoù doujus ouzh ar bevliesseurted, evit talañ ouzh ar gwallreuz ekologel–se. Pep boud bev eo ar vevliesseurted, ni en o zouez.»

«Ganeomp–ni e c'hall bezañ cheñchet an traoù. N'eo ket dibosupl talañ ouzh an emdroadur–se. Evit cheñch penn d'ar vazh eo dav labourat diwar an dachenn labour a zo pennkaoz anezhañ: al labour–douar. Kaset ganeomp disoc'hoù hor studioù da ministrererezh an Endro e deroù ar bloaz. Emichañs e vo divizet arbenoù fetis.»

© diwar ZILIANI Virginie, Disparition des oiseaux: "Nos campagnes ne sont pas vivables", L'Obs, d'an 20 a viz Meurzh 2018.




—— GERIAOUEG ——
AN ARBENN (la mesure)
BEVLIESSEURTED* (la biodiversité)
AR C'HWIL–DU (le carabe)
AR FEUR (le taux)
GARZH* / GIRZHIER (haie/s)
AR GOUDOR (le refuge)
GOUENN (l'espèce; la race)
AR GOUELEC'H = AN DEZERZH
GOUNEZOURIEZH (l'agronomie)
GOUNIT, GOUNEZ- (cultiver; gagner)
AR GWALLREUZ (la catastrophe)
GWERENN*–DAL (le pare-brise)
GWITIBUNAN (tous sans exception)
KOUER = LABOUR–DOUAR
KOZHENN* (la jachère)
KOMPEZENN* = PLAENENN*
AR METOÙ (le milieu)
TEMZAÑ (amender, mettre de l'engrais)
TREIÑ TREVADOÙ (rotation des cultures)

19 mars 2018

War ribloù stêr Liger.


Tri c'hilometr: sed hirder ar c'haeoù a–hed al Liger, etre ar Porzh Stêr ha kanol Sant–Felis. An ajañs kêraozañ TER a oa bet goulennet digantañ prederiañ war an adaozañ anezho. Diwar an tamm labour–se ez eus bet bet dibabet un nebeud kinnigoù gant Naoned Meurgêr, evit ma vo darempredet ar ribloù adarre gant ar gerzherien, hag evit ma vo ledanaet plas an natur e kêr.

Hiziv eo kae ar Faoz ul lec'h louet ha stank an otoioù warnañ. Ur mare zo bet e oa bev–birvidik, stank an tremen warnañ, pa oa kalonenn porzh ar gêr vras. A–benn dek vloaz e c'hallfe bezañ ul lec'h pourmen, dindan liorzhoù ha dindan leton. Tostaat ouzh ar stêr a c'hallfe bezañ graet, dre bontonioù. Pavilhonoù war zour pe war zouar a vefe ivez, degemeret darvoudoù sevenadurel enno. Tolpet e vefe ar forzhioù eus tu ar savadurioù, ha strishaet e vefent a–dra–sur.

Etre Gloriette ha kanol Sant–Felis e vefe graet memes tra: diskoilh e vefe an tremen war droad a–hed an dour, gant tachennoù glas ha liorzhoù. Ur wech dilec'hiet ar POS e c'hallfe an hent war ribl bezañ serret, etre pont Haudadine ha hini Audibert. «Mat 'vefe» eme Wilhom Hébert, kêraozour bet o labourat gant an ajañs TER. «Re vras eo plas ar c'hirri hiziv an deiz, dav kempouez an tremen. Dav 'vo ober diouzh ar studioù war ar mont–dont er veurgêr, ha diouzh alioù an annezidi».

Tro–dro da boull Sant–Felis e vo cheñchamantoù ivez. Ul lec'h dibar eo–eñ, gronnet gant ar stad Marcel Saupin, Kêr ar C'hendalc'hioù hag al LU. Niverusoc'h an otoioù eno eget an dud war droad avat. Petra da ober? Un draezhenn a c'hallfe bezañ savet war vord an dour, gwez ha tachennoù dindan leton tro–dro. «N'haller ket neuial er poull abalamour da galite an dour; unan kloz zo ret sevel neuze» eme Wilhom Hebert: ur poull–neuial war neuñv, dindan an amzer. N'eo ket bet kadarnaet gant an ti–kêr evit ar mare. Pezh zo sur: ne vo poull–neuial ebet war stêr Liger, evel ma oa bet meneget da–geñver «an Diviz Bras»: re greñv red ar stêr evit staliañ ur poull–neuial ar seurt enni.

En tu all d'al Liger eo hañval an traoù raktreset. Kaeoù Enez Naoned – Rewiz, Hoche ha Doumergue – zo o paouez bezañ graet labourioù warno. Tud war droad ha dudioù a vo degemeret warno. E penn mervent an enez, kae Wilson, e vo ul liorzh–kêr hag ul lec'h pourmen a–benn 2025. Embregerezhioù ha karrdioù karter Enez–Izel, e Reudied, a vo dav dezho mont kuit, evit ma vo plijusoc'h ar ribloù.

«'Mod–se 'vez graet e kalz kêrioù er c'hornôg» eme Charly, studier en ur skol savouriezh. «Me 'gav din 'vefe mat 'vefe kement a lec'hioù plijus en dazont. Tout an dud 'blij de'o bale war vord an dour, 'gav din» eme Florence, o chom e Enez Naoned. «An traoù 'ya war an tu mat» eme Dieri, o labourat nepell diouzh ar POS. «Da ziwall zo avat. N'eo ket gwir ober ur gêr douristel vrav, dindan an heol bepred, eus Naoned. Pa ra glav, pa vez yen... 'vez nebeud a dud o pourmen. Dav kinnig traoù all».

A–raok adaozañ ribloù ar stêr e vo kemmet plasenn Holland–Vihan. Kerkent hag e 2020 e c'hallfed stagañ ganti. Dindan zouar e c'hallo an otoioù parkañ. N'ouzer ket pet plas en do ar parklec'h, rak diaesterioù zo: dav ober diouzh ar rouedadoù orjal ha tren. War c'horre e vo tud war droad ha war varc'h–houarn dreist–holl. E–kreiz ar blasenn e vo ul lec'h frank, aozet ar marc'had warnañ bep Sadorn vintin. Darvoudoù ha manifestadegoù bras a c'hallfe bezañ war al leurgêr–se. Un drederenn anezhi a vo plantet glavez warni: gwez a bep tu d'ar blasenn, taolioù dindano evit debriñ e ti Mari C'hlazioù. Eus tu ar stêr e vefe leton hag ur c'hal, skalieroù dezhañ evit «diskenn an tostañ posupl ouzh ar stêr». Evel e Lisboa «(m') eo graet brav, ha plijet–bras an dud gantañ», gouez da Wilhom Hebert. Savadurioù nevez a vo ivez: unan e–lec'h skwar Daviais, ostalerioù ennañ, ul leurenn warnañ evit sellout ouzh ar blasenn hag ar stêr pelloc'h. Ouzhpenn se e c'hallfe bezañ kioskoù bihan, enno tiez–kafeta pe diskouezadegoù arzoù. Kreizenn genwerzhel ebet, avat, evel ma oa bet goulennet gant kenwerzhourien kreiz–kêr.

© diwar bennadoù–skrid embannet gant 20 Minutes:
Les quais de Loire vont être rendus aux piétons
Une plage et une piscine flottante au bassin Saint-Félix?
Voici à quoi devrait ressembler la nouvelle place de la Petite-Hollande.


—— GERIAOUEG ——
ADAOZAÑ (aménager)
DA–GEÑVER (à l'occasion de)
DINDAN AN AMZER (en plein air)
DISKOILH (sans obstacle)
AR FORZH* (la voie routière)
FRANK (vaste, étendu; large)
GOUEZ DA = HERVEZ
GRONNAÑ (entourer, encercler)
KENDALC'H, AR C'HENDALC'H (le congrès)
KÊRAOZAÑ, AR C'HÊRAOZAÑ (l'urbanisme)
ORJAL (du fil en métal, du câble)
POS (PennOspital Skol–veur) = CHU
STAGAÑ GANT = KREGIÑ GANT
AR SAVOURIEZH* (l'architecture)
TOLPAÑ = BODAÑ
WAR C'HORRE (en surface)




Kae ar Faoz


poull Sant-Felis

Plasenn Holland-Vihan