2 novembre 2015

Un ti evit ma vo sioul-logod kêr.

Kemennet he deus Johanna Rolland e vo krouet un Ti ar Sioulder e Naoned. Da c'houde e vo lakaet e plas ar videoevezherezh hag an enezadiñ.



Un ti ar sioulder, en abeg da betra?
Dilun e vo votet gant kuzulkêr an Naoned: evit ma vo krouet un Ti ar sioulder foran. Er Manufacture e vo staliet hag e miz Du 2016 e vo digoret. Krog eo al labourioù da adaozañ al lec'h. Eno e c'hallo Naonediz mont e darempred gant an tikêr «ekeñver an amezegezh, an trouz, an naeted, ar parkañ pe an disevended» eme Jil Nikolaz, eilmaer ekarg eus ar surentez. «Adost e vo heuliet an temoùse gant an tikêr, en un doare hiniennel. Pep hini a vo respontet d'e c'houlenn, m'en asur deoc'h, ha pep hini a ouezo an intrudu kemeret daheul. Ma vez dav e lakaimp an dud e darempred gant kenlabourerien varrek diavaez an tikêr». Ur burev hep e bar a vo Ti ar sioulder, elec'h ma vo kreizennet ar goulennoù evit plediñ gwell ganto. Un niverenn bellgomz en do ivez. Pegement e kousto? 1.145.000€ «Da c'hortoz ez eus rannoù all eus an tikêr o vont endro c'hoazh: ar gêrreizh, an hanterourien er ranngêrioù hag e kreizkêr, ar bagad kontrolliñ da noz, implijidi an evezherezh er straedoù [ASVP], ha me 'oarme», a embann an aotrou Nikolaz.

Ur bitrak ouzhpenn?
«Diwallit,» eme Johanna Rolland, «ar Stad zo ar surentez hag ar stourm ouzh an torfedoù belioù dezhañ, neket d'an tiezkêr, evel ma vez klevet awechoù. War hor pazenn e klaskompni efediñ. Lubanelouriezh ebet, regredoni ebet kennebeut; met dalc'h avat». War un dro e vurutell an Itron Vaerez «dizonestiz ar re o klask ober o gounid eus an darvoudmañdarvoud. Un droed evit an holl eo ar surentez. Diriaou e oan gant annezidi Malakoff. Arru int skuizh, pezh a gomprenan. Emañ ar surentez un darn eus ar stourm evit an ingalded.» Se zo kaoz he deus skrivet da Vanuel Valls, peogwir n'eo ket arruet e Breizh ar 54 poliser prometet gantañ e miz C'hwevrer 2014. «Dav eo reiñ fiziañs d'an dud. Perak n'hallfed ket broudañ hag aotren an testenioù dizanv?», a c'houlenn Jil Nikolaz, daoust m'eo kementse e beli ar justis hag ar Stad.

Petra nevez gant an enezadiñ hag ar videoevezhezh?
Etouez promesaoù an danvezmaerez Johanna Rolland e oant. «Lakaet e vint er pleustr da c'houde. Met arabat faziañ: n'eo ket gant an daou drase e vo diskoulmet bec'h ar forbannerezh e Naoned», a gemenn ar vaerez. «En ul lec'h videoevezhet eo c'hoarvezet an emgann», a ouzhpenn an eilmaer, oc'h ober anv eus ar paotr lazhet er C'harrdi Bananez, d'an 18 a viz Here.

© diwar GAMBERT Philippe, Sécurité: «ni angélisme ni démagogie», Ouest-France, d'an 30 a viz Here.

GERIAOUEG
BELI*, AR VELI (la compétence; l'autorité)
AR BITRAK (la bricole; le gadget)
BROUDAÑ (inciter)
BURUTELLAÑ (critiquer)
AN DALC'H (la fermeté; la tenue)
AN DISEVENDED (l'incivilité)
DIZANV (anonyme DIANAV (inconnu)
AN ENEZADIÑ (l'ilôtage)
AR FORBANNEREZH (le banditisme)
AN HANTEROUR (le médiateur)
AN INTRUDU (l'initiative)
KÊRREIZH*, AR GÊRREIZH = AR POLIS
AL LUBANELOURIEZH* = AN DEMAGOGIEZH*
PLEDIÑ GANT = OBER WARDRO

26 octobre 2015

Saveteomp ar muskadig.

Nevez zo eo deuet er–maez Sauvons le muscadet d'une mort programmée, ul levr skrivet gant Alan Coraud, gwinier kozh ha maer Kerravaot betek 2014. D'ar gelaouenn Bretons en deus displeget en abeg da betra en doa kroget en e bluenn.

Gwin ar Vretoned e oa ar muskadig?
57 vloaz on. Pa oan yaouank ez aen d'ar festoùnoz e KreizBreizh, kostez Poullaouen ha Karaez, gant mignoned din eus Naoned. D'ar Sul vintin e veze evet muskadig gant tout an dud, boutailhadoù eus an dibab ahendall. Evit ar Vretoned e oa ur c'hustum anat, e–skoaz rannvroioù gall all elec'h ma veze evet pastis kentoc'h.

Sifroù zo meneget ganeoc'h: 45% eus ar muskadig a oa evet gant ar Vretoned e 1981.
Ya, gant Bretoned Paris en o zouez. Ur milion a Vreizhiz a oa e Paris d'ar c'houlzse, hag en tavarnioù breizhat e Montparnasse e veze evet muskadig gant an holl. Evel o gwindezho e veze gwelet ar muskadig gant ar vevezerien vreizhat.

Spontusabominabl eo an traoù hiziv an deiz?
En ur ober 20 vloaz eur tremenet eus 1050 tiegezh da 400. Aet eo 600 tiegezh gwin da get. Bez' e oa 13.000 hektar; bez' e chom ur 6.500 bennak. Diskaret eo bet an hanter eus ar winieg. Ar re yaouank stummet war ar winoniezh a gav gwell mont da lec'h all, da VroC'hall, da Galifornia... Dazont ur rannvro a goller pa'z a kuit he yaouankiz. Ur gwir c'hwitadeg, sklaer evel lagad an naer eo.

Groñs e savit aenep ar rakvarn e vefe ar muskadig ur gwin izel e galite.
Estreget muskadig mat a oa adrasur. Met n'oa ket muioc'h a ouezwin e Breizh eget e lec'h all. Deoc'h da c'houzout, n'eus nemet 4% eus gwinoù Elzas hag a zo er rummad krec'h skalfad. Petra zo kaoz e kaveñ gwerzh aes? Rak e identelezh kreñv.

Daou fazi a lakait war-wel. Da gentañ e vije bet kehentet oc'h ober un traoñ skalfad anezhañ: «muskadig, gwin guinguette».
Ober harakiri an hini e oa. O vrudañ an traoñ skalfad eo bet kehentet. Gwell e vije bet komz ouzh ur vaouez vonedus eget ouzh Momo ha Ginette. Ur fazi grevustre e oa kehentiñ diwargoust ar winierien, o tidalvoudiñ o froduiñ. E deroù ar bloavezhioù 1990 e oa bet diskuliet ganin dija, hag an eil fazi ivez: mont wardu Traonienn al Liger.

Agevret gant gwinoù all al Liger eo bet graet al labour kehentiñ diwar neuze?
Aviskoazh e oa bet pinvidik gwiniegi Naoned adrugarez d'an ezporzhiañ. O teuziñ e gwinoù gwenn al Liger eo bet digoret hor marc'had d'ar chardonnay, sauvignon. Koulskoude eo gwinieg Naoned brasañ gwinieg gwin gwenn sec'h Europa: barrek omp d'he brudañ honunan eta. Un dibab fallput e oa mont er framm Interloire. Perak cheñch trumm identelezh? Amspis eo deuet da vezañ ar muskadig, ur gwin ezdouar.

Koulskoude n'eo ket re fall ar skeudennse?
Ar winierien zo bet gwisket bonedoù dezho d'ar marese. Livañ gevier o deus graet ar bolitikerien hag ar renerien vicherel. Gant yalc'hadoù Broioù al Liger ez eus bet paeet studiadennoù evit sankañ don ar gaouse: brudetoc'h e vije Traonienn al Liger eget Breizh en estrenvro. Hiziv emaon e penn un ajañs ar seurt. Keñveriet eo bet ganeomp pegen brudet e oa Breizh e–skoaz Traonienn ha Broioù al Liger, diwar meur a yezh, er genrouedad. Sebezus eo ar sifroù.

Hervezoc'h eo bet graet an dibabse aratozh, evit ma'z afe breizhadelezh ar gwinoùse da get, ha d'he heul hini al LigerAtlantel.
GwirBater. Ar youl bolitikelse zo anezhi, ha kalz produerien a resev arc'hant digant Broioù al Liger. Noazus eo ar skoazellse. Memes tra o deus klasket ober gant an douristelezh, gant holen Gwenrann, gant ar saverien istr. Dre chañs o deus graet tro wenn gant ar rese. Pezh a rebechan ouzh pennoù bras an departamant ha re gwinieg Naoned eo bezañ asantet dre gemplegouriezh.

Meneget eo ganeoc'h logo gwinierien Naoned, hag an erminig aet diwarwel dioutañ.
Ya. Bez' emañ ivez gwiniadegoù Anna Breizh er bloavezhioù 1960, an anv Marzoù Breizh, ar voutailh la Nantaise – brav he neuz, erminigoù engravet en he gwer... Mouget eo bet pep tra.

Anv a rit ivez eus afer ar vreudeur Cheneau, savet bec'h warno abalamour dezho bezañ skrivet «gwin Breizh» war o boutailhoù.
Adrugarez da stourm ar gevredigezh keodedel breizhat eo bet klozet an afer. Ne gred ket ken ar galloudoù politikel enebiñ ouzh se. Didrubuilh e c'hall ar winierien kehentiñ diwar skeudenn Breizh, evel Phillipe Chon, ur gwinier o werzhañ mattre abaoe ma skriv «Produet e Breizh» war e etiketennoù, evel ma raenme.

En dazont e vefe dav gwriziennañ ar muskadig e Breizh adarre, emezitc'hwi.
Ur strategiezh adc'hounid a ginnigan, o tisplegañ pezh zo bet noazus deomp ha da betra e c'hallfed reiñ lañs endro. Dinme e c'hallfe bezañ diazezet hor gwin war teir identelezh war un dro: ar mor, Breizh, Keltia. Abouez eo an hini geltiek, a gav din. Ret eo deomp ezporzhiañ d'ar bed abezh adarre, ha d'ar StadoùUnanet dreistholl. Evel ar celtic salt, holen Gwenrann. 140 milion a Gelted zo er bedholl. Ha n'eus takenn muskadig ebet e Gouel ar Gelted, evit an 850.000 arvester, nag e gouel Padrig e NewYork! Sed un nebeud tresoù da brederiañ warno. Ur marc'had a ranker aloubiñ eo, o krouiñ frammoù kenwerzh, o vodañ gwinierien skrivet ganto «product of Brittany, celtic wine» war o boutailhoù. Sed ma alioù. Ma vijent bet lakaet da dalvezout ne vije ket bet kollet 600 gwinier. Met ar c'hontrolmil zo bet graet...

© diwar RAYNAUDONKERZERHO Maiwenn, «On a voulu effacer l'identité bretonne du muscadet»,
Bretons, miz Here 2015.

———— GERIAOUEG ————
ALOUBIÑ (conquérir, envahir)
AMSPIS (vague)
AR BEVEZER (le consommateur)
DISKULIAÑ (dénoncer)
E–SKOAZ (comparé à)
EZDOUAR (hors-sol)
GWINIADEG*, AR WINIADEG (la cuvée)
GWISKAÑ BONEDOÙ DA (mentir à)
KEHENTIÑ (communiquer)
KEMPLEGOURIEZH*, AR G— (le conformisme)
KENROUEDAD*, AR G— (le réseau internet)
KEODEDEL (civil)
MONEDUS (actif)
NOAZUS (néfaste)
AR RAKVARN* (le préjugé)
AR SKALFAD (la gamme)
TEUZIÑ (se fondre, fusionner)
AR YALC'HAD* (la bourse, la subvention)

28 septembre 2015

Brud fall war ar beloioù.

Er c'hêrioù gall ez eus muioc'hmui a dud war velo. Aliesmat ne vezont ket gwelet mat gant an implijidi all war an hentoù. Ha meritet eo ar vrud fallse?
 

Moarvat oc'h bet hegaset ur wech bennak gant emzalc'h marc'hhouarnerien zo. Ingal e vez tamallet dezho chom hep doujañ al lezenn. Evit darn e vefe tud o beloioù «ar re dizoujusañ war an hentoù». Kerzherien memes a embann «o dez aon da dreuziñ an hent, pa vez gwer ar boulomig, rak dic'hortoz eo emzalc'h ar varc'hhouarnerien». Ha cowboys ar makadam eo deuet da vezañ ar rese?

N'eus nemeur a studiadennoù evit gouzout hiroc'h diwarbenn an afer. Nac'het eo bet gant prefeti polis Paris respont d'hor goulennoù. Gant an embregerezh kretadur MMA, avat, e oa bet embannet unan en diskaramzer: 88% eus an dud war varc'hhouarn o defe torret lezenn an hentoù c'hoazh.

Anat deoc'h, n'emañ ket adu paotred ha merc'hed o Bicloo. «Ne dorront ket anezhi aliesoc'h eget ar re all. Koulskoude ez eus kalzik kerzherien oc'h en em santout lakaet en arvar ganto, muioc'h eget gant an otoioù a welont evel un droug ordin» eme Bêr Toulouse, o labourat gant ar gouarnamant evit diorren ar marc'hhouarn. «Seul stankoc'h e vezont war an hentoù, seul niverusoc'h e vez ar rebechoù. Met ur santad n'eo ken. Pa seller adost n'eo ket grevus an anadenn», hervez Veronique Michaud, sekretourez veur Kleub ar C'hêrioù Divrodegoù.

Tomaz, ur Parizian kar e varc'h treut, a anzav e wel bemdez «un toullad marc'hhouarnerien oc'h ober sotonioù. Forzh penaos, ar rese ne reont ket forzh eus ar pezh a c'hoarvez endro dezho, war velo pe get». Anzav a ra koulskoude n'en dez ket doujañs ouzh al lezenn bepred: «din eo ur gouleier tri liv kement hag ur stop. Ma'z eo ruz ha ma n'eus den e tremenan goustad, hep diaezañ den ebet».

Dav mont war velo evit kompren pegen torr–penn e c'hall bezañ ar c'hroashentoù a redi chom asav hag adloc'hañ dibaouez. «Bep tro e vez kollet startijenn hag amzer. Gounit amzer: en abeg da se em eus dibabet mont war velo, kea?», eme Domaz. «Perak e tlefe ar varc'hhouarnerien bezañ disi? N'eo ket saotrus ar mod treuzdougenmañ, na c'hortozer ket re diganto» eme Christine Lambert, e anv Dilec'hiañ Aesoc'h war Velo.

An darn vrasañ eus ar siklerien a gav dezho ne glot ket ken kod an hentoù gant buhez an divrodeien avremañ. «Ma vefe doujadus kod an hentoù e vefe doujet. Sotoc'h eget ur gouleier n'eus ket. Kalz re zo», a lavar an Itron Lambert. «Ar c'hod n'eo ket ul levr santel a ranker ober dave dezhañ dizehan», eme an Itron Vichaud.

E lod kêrioù ez eus bet degaset kemmoù, evel en Naoned. Eno eo bet azasaet an dilec'hiañ war velo: mont ac'hin da straedoù untu a c'haller ober, hag ul lezit da dremen zo evito e gouleier zo.

Arabat disoñjal ivez ez eo ar beloioù ur mod diblasañ dañjerus c'hoazh, emesk ar marc'hoùtan, ar c'hirritan hag an dud war droad. Pêr Toulouse a soñj dezhañ e tlefed «lakaat ar vugale da bleustriñ war varc'hhouarn er skolioù». Hervez Tomaz e vefe efedusoc'h «rediañ an dud da heuliañ ur stummadur div eurvezh araok kregiñ gant hini ar ''madagaskar''».

Pezh zo sur, ouzh ar varrenn pe ouzh ar rod eo gwell chom seder!

© SIMEON Gabriel, Les cyclistes urbains sont-ils des dangers publics?,
Libération, d'ar 24 a viz Gwengolo.

———— GERIAOUEG ————
AN ANADENN* (le phénomène)
DISI (parfait, sans défaut)
DOUJADUS (respectable)
AN EMZALC'H (le comportement→ DALC'H
MONT A–C'HIN DA (aller en contresens de)
OBER DAVE DA (se référer à)

4 mai 2015

Chakod Sant-Nazer.

Ur mare abouez e istor BroNaoned eo dieubidigezh SantNazer. Ahed miz Mae e vo lidet 70vet deizhabloaz an darvoudse.
D'an 21 a viz Mezheven 1940 e arruas an Alamanted e kêr S.Nazer. Pemp bloavezh e chomjont eno, ha dindan bec'h e vevas Santnazeriz neuze. E miz Mezheven 1944 e stagas an Nazied wardu S.Nazer, kerkent ha gouezet ez ae an armeoù saoz hag amerikan warraok. Trodro da S.Nazer e voe savet ul linenn difennet start: Chakod SantNazer a voe graet eus an takad difennet ganti. Epad pemp miz e voe tapet 124.000 a dud ennañ, dindan beli kriz 32.000 soudard alaman, ar rese o stourm aenep ar Gevredidi hag ar Rezistañs. Daoust ma oa dieub ar Frañs abaoe an diskaramzer, e rankas Bretoned ar gevred gortoz an nevezamzer da heul. D'an 8 a viz Mae 1945 e voe sinet an harztennañ, e Kordevez. Diwar an emglev e rankas an Alamanted en em rentañ adalek an 10. E Bolvronn e c'hoarvezas an daskor ofisiel, d'an 11 a viz Mae. Divac'het e oa annezidi Kalifornia vihan Breizh eta.



———— GERIAOUEG ————
AN DASKOR (la reddition)
DIVAC'HAÑ (soulager)
AR GEVRED (le sud-est)
KEVREDIDI, AR GEVREDIDI (les Alliés)

16 mars 2015

Bevañ asambles, mervel asambles...

Ha dav eo deomp klask mervel asambles, dre ma n'omp ket evit bevañ asambles? N'eus nemeur a zanvezioù ken tabou hag an eutanaziezh, ma digarezit, «fin ar vuhez», evel ma klever abaoe m'eo krog an divizoù diwar he fenn er parlamant.
D'ar Merc'her 11 a viz Meurzh ez eus bet nac'het un enkemmad aotreet gantañ «ur skoazell mezegel evit mervel». Abalamour da betra? Ne vefe ket prest ar C'hallaoued, arabat chalañ anezho.



Elec'h «skoazell evit vervel» e kav gwelloc'h ar gannaded ober «hezañ don ha dibaouez» eus an afer. Eus petra zo kaoz resis? Gant Alain Claeys, unan eus an danevellerien, e oa bet termenet evelhenn: reiñ d'ar re o vervel «diboan greñv, en ur baouez gant tout al louzaouiñ, en o zouez ar boueta hag an dourennañ artifisiel».
An neb o labourat gant tud toc'hor a oar e vez graet  e–giz–se dija, en ospitalioù, pe er gêr. Dres er memes mod. Evit kas ar glañvourien war o zremenvan d'an Anaon, buan hag aes.
Sed aze pal ar vezeien ha hini ar gerent, daoust ma ne vez ket geriet ganto james. Ne vez ket dibunet ar gerioùse; lennet e vezont, avat, gant an eil e daoulagad egile. N'ouzer ket hageñ eo mat pe ket. N'ouzer ket hageñ e vefe gwelloc'h ober gant ar gerioùse. E–giz–se emañ. En em gompren a reer.

Aotreet e vo an oberse gant al lezenn. Ganti e vo duet paper. Ur redi eo. Setu ar gerioù dibabet: «hezañ don ha dibaouez». Pegen dishañval eo diouzh ar gwir da vervel? N'eo ket tamm ebet: «ur skoazell da vervel eo an hezañ don», eme Claeys, fraezh ha sklaer. Ur skoazell da vervel an hini eo, daoust m'eo difennetgroñs en embann. Er parlamant da vihanañ. En ur gazetenn e c'hall bezañ embannet kement; hogen ne c'hall ket bezañ er parlamant. Komzoù ar seurt a vez distripet gant Claeys pa respont d'ur c'hazetenner bennak. Met ne gred ket en ober pa respont d'ur c'hannad bennak.
Er memes pennadskrid e oa souezhetmik ar gazetennerez gant kement a ardoù. «A–du gant an eutanaziezh emañ 96% eus ar C'hallaoued», emezi. Sell 'ta!
E gwirionez eo bet prenet ar sontadegse gant ar Gevredigezh evit kaout ar Gwir da Vervel en un doare Dereat (ADMD, Association pour le droit de mourir dans la dignité). Ar sontadeg n'eo ket sklaer anezhi. N'eus ket anv eus «eutanaziezh» enni. Pezh zo meneget eo «lakaat penn, hep poan, da vuhez an dud tonket da vervel rak ur c'hleñved dic'houzañvus, ma'z eo goulennet ganto». Evit tizhout 96% eo dav sammañ ar re o respont «ya, adu penndabenn» (54%) hag ar re o respont «ya, e degouezhioù zo» (42%). N'eo ket memes savboent, daoust m'eo sklaer awalc'h an traoù.

Abalamour da betra eo ken evezhiek ar bolitikerien? Aes eo gouzout. E penn kentañ miz Meurzh e oa bet embannet un destenn e pajenn gentañ le Monde. Honnezh a oa bet sinet gant pemp dileuriad e anv an darn vrasañ eus ar relijionoù kredet enno e BroC'hall. An titl anezhi: «ret eo diwall an difenn da lazhañ».

Adrasur emañ ar muiañniver gant an dud hep kredenn, en deizahiziv, e BroC'hall. Met bez' ez eus eus an aozadurioùse. Dav eo damantiñ dezho. Hag en abeg da se lezenniñ diwar hanterc'her. Ha mat eo pe ket? Feiz! Gant ma c'haller, tammhatamm, mervel asambles...

© diwar SCHNEIDERMANN Daniel, Ne dites pas euthanasie..., Arrêt sur images, d'an 12 a viz Meurzh 2015.

———— GERIAOUEG ————
AN ARDOÙ (les manières, les artifices)
DAMANTIÑ DA (ménager)
AN DANEVELLER (le rapporteur; le narrateur)
AN DILEURIAD (le représentant) → LEUR
DRES (précisément)
AN ENKEMMAD (l'amendement) → KEMMADUR
EVEZHIEK (prudent; attentif)
GERIAÑ (exprimer) → GERIADUR
AN HEZAÑ (la sédation)
TERMENIÑ (définir)
TOC'HOR (agonisant)
TONKAÑ (destiner)