16 janvier 2017

«Ganin-me prezidant ...»

Abaoe un nebeud mizioù ez eus eus an abadenn skingomz Ganin–me prezidant war gwagennoù France Info. Ar berzhidi pedet gant ar c'hazetenner Olivier de Lagarde n'int ket politikerien. Goulennet eo diganto petra a vije an diviz meur kemeret ganto kerkent ha dilennet da brezidant. A bep seurt traoù zo bet respontet ganto. Amañ–dindan ez eus kinniget deoc'h lod respontoù.



«Ganin–me prezidant e vije anvet ur ministr e–karg eus ar gallegañ» gant Jean–Noël Jeanneney.

«Ganin–me prezidant e vije anvet ur gouarnamant a unaniezh vroadel» gant Luc Ferry.

«Ganin–me prezidantez e vije adlakaet Mab–den e–kreiz ar politikerezh» gant Julia Kristeva.

«Ganin–me prezidant e vije kenlabouret gant ar pep gwellañ eus pep strollad» gant Bertrand Picard.

«Ganin–me prezidantez e vije cheñchet pozioù ar Marseillaise» gant Macha Méril.

«Ganin–me prezidant e vije aesaet monedusted ar yaouankiz» gant Jean Viard.

«Ganin–me prezidant e vije divizet dilojañ diouzh palez an Élysée» gant Georges–Marc Benamou.

«Ganin–me prezidant e vije kinniget dilenn ur c'hard eus ar gannaded d'ar sort, e–touez an dud o deus votet» gant François de Closets.

«Ganin–me prezidant e vije profet pep a levr d'ar re yaouank, peadra d'ober gwelloc'h anaoudegezh gant ar sevenadur gall» gant Jean–Marie Rouart.

«Ganin–me prezidant e vije krouet ur vinistrerezh ar C'helenn evit ar vugale hag ur vinistrerezh an Deskadurezh evit o zud» gant Alexis Gruss.

«Ganin–me prezidantez e vije adlañset ar c'haozeadennoù diwar–benn ar bennaenn diwall» gant Christine Albane.

«Ganin–me prezidant e vije studiet dre ret ar relijionoù er skolioù» gant EricEmmanuel Schmitt.

«Ganin–me prezidantez e vije skarzhet an holl guzulvaoù ministr» gant Catherine Clément.

«Ganin–me prezidant e vije klasket lakaat Mab–den da baouez da freuzañ e blanedenn» gant Hubert Reeves.

«Ganin–me prezidantez e vije ret kemer un asurañs a–enep d'an dalc'h» gant Françoise Forette.

«Ganin–me prezidant e vije broudet ar C'hallaoued da gerzhout un eurvezh bemdez» gant Roger PolDroit.

«Ganin–me prezidant e vije achu gant an arc'hant bras hollc'halloudus» gant Jacques Généreux.

«Ganin–me prezidant e vije paouezet gant taolioù brezel Bro–C'hall» gant Alexandre Romanes.

«Ganin–me prezidantez e vije lakaet war–sav ur gopr evit an holl» gant Cynthia Fleury.

«Ganin–me prezidant e c'hallje an holl debriñ boued a galite» gant Boris Tavernier.

«Ganin–me prezidant e vije degaset startijenn d'an demokratelezh en–dro» gant JeanFrançois Kahn.

«Ganin–me prezidant e vije achu gant ar bec'h melestradurel» gant Guillaume Poitrinal.

«Ganin–me prezidant e krogje bep devezh er skolioù gant un nebeud munutoù en em zastum» gant Christophe André.

«Ganin–me prezidant e vije degemeret ul lenner–hunvreoù en Élysée» gant Tobie Nathan.

«Ganin–me prezidant e vije kendeuzet ministrerezh ar Yec'hed ha hini an Endro» gant Olivier Toma.

«Ganin–me prezidant e vije rediet an embregerezhioù da reiñ 1% eus o gounid da gevredigezhioù a garitez» gant Alexandre Mars.

«Ganin–me prezidant e vije fiziet an deskadurezh stad d'ar strollegezhioù lec'hel» gant Alain Touraine.

«Ganin–me prezidant e vije adaozet an deskerezh hag an deskiñ micherel» gant Thierry Marx.

«Ganin–me prezidant e vije implijet boas un diskoacher gevier» gant Enki Bilal.

«Ganin–me prezidant e vije skoazellet an imbourc'hioù klinikel» gant Gilles Montalescot.

«Ganin–me prezidant ne badje ket ar stad a zifrae pelloc'h eget ur sizhunvezh» gant Carbon de Sèze.

«Ganin–me prezidant ez aje ar skolioù mamm da skolioù al lavar» gant JeanMichel Blanquer.

«Ganin–me prezidant e vije krouet ur rannvro vras a bep tu da harzoù Bro–C'hall ha Bro–Alamagn» gant Joachim Bitterlich.

«Ganin–me prezidant e teuje Bro–C'hall da vezañ ar vro diplometañ hag an hini desketañ er bed» gant Olivier Py.

«Ganin–me prezidant e vije kempouez ar c'hontoù publik» gant JeanMarc Daniel.

«Ganin–me prezidantez e vije oberiet evit degemer ar vugale nammet er skolioù» gant Olivia Cattan.


——— GERIAOUEG ———
AN DALC'H (la dépendance)
AN DESKEREZH (l'apprentissage)
EN EM ZASTUM (méditer)
FREUZAÑ (ravager)
AR GALLEGAÑ (la francophonie)
AN IMBOURC'H (la recherche scientifique)
KENDEUZIÑ (fusionner)
AR MONEDUSTED (la mobilité)
NAMMET (handicapé)
PENNAENN* DIWALL, AR B (le principe de précaution)
AR STAD A ZIFRAE (l'état d'urgence)
AR STROLLEGEZH* (la collectivité)

12 décembre 2016

Aet ar maout glas gant al Liger-Atlantel.

Abaoe pell e oa plaset mat al LigerAtlantel e loreadeg an ekologiezh, aozet bep bloaz gant ar gelaouenn La Vie. Dageñver an 10vet hini eo bet priziet BroNaoned abenn ar fin. Un tiriad dibar e lec'hioù naturel eo al Liger–Atlantel. Intrudu a bep seurt a gemer ivez e annezidi evit cheñch an traoù: labour–douar bio, energiezhioù nevez... Gwareziñ an endro a zleer ober eno avat: n'eo ket gwall vat kalite an aer ha hini an dour, hag en entremar emeur c'hoazh gant raktres aerborzh Kernitron–al–Lann...

al LennVeur, er mervent d'an Naoned


«Dispar eo hon takadoù naturel: genoù al Liger, ar Briwer, ar paludoùholen... Dav eo deomp ober ganto, gant an diorren greantel (Airbus, chanterioù sevel bigi SantNazer) ha gant ul labourdouar a berzh mat» eme Philippe Grosvalet, prezidant kuzul departamant al LigerAtlantel. «Bep bloaz ez eus sachet 15.000 annezad nevez, gant kalite bevañ hor bro. Kement a dud hag e kêr SantNazer en ur ober pemp bloaz! Ober ganto a zleomp ivez».

Kostez Gwenrann e ouzer mat pegen bresk eo ar paludoùholen. «Epad ar bloavezhioù 1960 - 1970 e felle d'ar bolitikerien diskar anezho, ha sevel un henttizh pevar forzh o kas eus an Naoned d'ar Groazig» eme Fréderic Verger, paluder er Groazig. Hiziv eo gwarezet ar Vro Wenn, ha diwallet mat an holen adrugarez d'un anvadur a orin kontrollet. Muioc'h eget 300 paluder a labour diwarnañ, hag an darn vrasañ anezho zo ezel d'ar gevelouri «Silinoù Gwenrann». Dastumet e vez ganto ouzhpenn 15.000 tonenn bep bloaz. «Buhezek eo an takadoù gleb. Se zo kaoz e stourm ar baluderien ouzh KernitronalLann» emezañ.

Re wir. Ahed hor beaj e voe graet anv eus ar raktres kozhse, gant hogos holl an dud. Gant ar votadeg aozet en departamant hepken, e dibenn miz Mezheven, e oa bet diskouezet splann e oa rannet an dud etre daou du. Emañ an aotrou Grosvalet adu gant ar raktres: «ar meurgêrioù rannvroel bras o deus ezhomm eus aerborzhioù modern» emezañ. «Met gwir eo o deus lod enebourien ur c'hoant gwirion da amprouiñ doareoù bevañ all».

Ouzhpenn e ZAD Kernitron ez eus takadoù gleb koulskoude. Gwarezet eo al LennVeur, ul lec'h hep e bar abalamour d'e vevliesseurted. «Al LennVeur eo al lenn naturel vrasañ e kompezennoù BroC'hall» eme Olivier Hubert, e penn Ti al LennVeur. «Cheñchdicheñch eo live an dour amañ, gant pradeier izel, gwezkorz, geoteg warneuñv. An eil gwarezva laboused eo ivez er Frañs, goude ar Camargue». Dianav awalc'h eo al LennVeur, daoust dezhi da vezañ tost ouzh an Naoned. E 2015 hepken e voe digoret ar mirdi, en un ti profet d'an departamant e 1980 gant ar fronder Guerlain. Didrouz eo al lec'h, «evel ur mor diabarzh», warbouez fraoñv ar c'hirrinij o tibradañ er pellder. Etre meurgêr an Naoned hag al LennVeur emañ aerborzh KastellBegon, war dachenn kêr Vegon. Hervez ar studiadennoù ne rafe ket droug an trafik d'al laboused. Gwelloc'h e vefe mirout an aerborzh–se zoken, rak un arvar brasañ a vefe kêraozañ douaroù an aerborzh hag e drowardroioù.

Estreget ar glad naturel en deus lakaet BroNaoned da vezañ priziet. Barrek eo an departamant e–keñver ar beveziñ padus. 126 KDLP zo, an hanter anezho e meurgêr an Naoned. Perak e reont berzh? «Din ez eus pemp abeg» eme Patrice Hurel. «Bro–Naoned zo ur veurgêr vras en he c'hreiz. Dalc'het ez eus ul labour–douar bihan ha krenn, dre stourmoù ar Gouerien–Labourerien. Diorroet eo bet ar bio. Klouar eo an hin, peadra da c'hounit legumaj. Ha stank eo rouedad lec'hel ar c'hevredigezhioù». E Trelier, da skouer, ez eus 200 familh o kerc'hat boued digant ar KDLP. Lec'hel ha bio eo kement tra gwerzhet ganti: kebell–touseg, bara, formaj–laezh, kig–oan, ha legumaj evel–just. Hanterour ebet: eeun eo al liamm an etre ar broduerien hag an debrerien. 300.000€ eo sifr hec'h aferioù bloaziek. Un toullad tud a laka da vevañ, en o mesk Claire Le Coq, legumajerez e Enorzh abaoe dek vloaz. «Gant teir KDLP eo gwerzhet ma holl frouezh. E–giz–se e c'hall tri den gounit o zamm kreun».

Memes tra eo gant al labour–douar bio. E Bourc'hnevez–Raez, nepell diouzh ar mor ha Geunioù Breizh, o deus Guylain ha Stéphanie ur menaj war o anv. 34.000 litrad laezh bio zo gorroet bep bloaz digant o saout. Gwerzhet eo an hanter: «450€ ar mil litrad, neket 300€ evel al laezh ordin». Treuzfurmet ar peurrest ganto: «1220€ ar mil litrad e vez gwerzhet, peogwir e tegasomp talvoudegezh ouzhpenn». An darn vrasañ zo gwerzhet dre hantererezh div KDLP hag ur stal Biocoop. Da Stéphanie «n'eo ket ar bio ur marc'had dister; labour–douar an dazont ne lâran ket». Lorc'h zo er gouerez o lavarout eo al Liger–Atlantel «ar c'hentañ departamant e Bro–C'hall e–keñver al laezh bio, hag an trede evit an tachennoù labour–douar aet da vio».

Efedus eo labour an departamant e–keñver an energiezhioù nevezadus ivez. Er–maez da Sant–Nazer e vo lakaet 80 rod–avel ac'hann da 2018. Nepell diouzh ar Groazig e vo staliet unan savet gant Skol Greiz an Naoned: un rod–avel war–neuñv. 15.000 a diegezhioù a c'hallfe bezañ pourvezet ganti. «N'eus ket da dermal evit paouez gant an energiezhioù nukleel ha fosil» eme rener ar skol–se. «Chañs hon eus da arnodiñ seurt traoù en hor bro, rak efedoù a vo war al labour».

A–wechoù e sav bec'h rak an teknologiezhioù nevez–se. E Severeg, avat, eo en em gavet lod annezidi e penn kentañ ar bloavezhioù 2000 evit sevel ur «park rodoù–avel keodedel». 11 milion a euroioù a oa ret dastum. Emvodoù o deus dalc'het evit dedennañ tud all, ha 500 o deus postet arc'hant. Gant an departamant ivez eo bet skoazellet ar raktres. D'ar 7 a viz Mae 2016 e krogas ar peder rod da broduiñ tredan. 3.000 tiegezh zo pourvezet ganto. Abalamour da betra o doa boulc'het Alan, Klaoda ha Lionel an afer–se? «'Blam da Blogo. E penn kentañ ar bloavezhioù 1980 e oamp bet hon–tri o vanifestiñ eno».

© diwar NOUAILLAS Olivier, La LoireAtlantique, une nature engagée, La Vie, d'an 3 a viz Du 2016.


GERIAOUEG
A BERZH MAT = A GALITE
AMPROUIÑ (éprouver)
AN ANVADUR (l'appellation)
ARNODIÑ (expérimenter, tester)
AN ARVAR (le danger)
BEVEZIÑ (consommer)
BEVLIESSEURTED*, AR V (la biodiversité)
ERMAEZ DA (au large de)
BEZAÑ EN ENTREMAR (dans l'incertitude)
AR FORZH (la voie)
AR FRAOÑV (le bourdonnement)
AR FRONDER (le parfumeur)
GORREIÑ, GORRO (traire)
GWIRION (authentique, véritable)
AN HANTEROUR (l'intermédiaire)
HOGOS = KAZI
AN INTRUDU (l'initiative)
KDLP, KEVREDIGEZH EVIT DELC'HER UL LABOURDOUAR GANT PEIZANTED (AMAP)
KEODEDEL (citoyen)
KÊRAOZAÑ (urbaniser)
KEVELOURI*, AR GEVELOURI (la coopérative)
KOMPEZENN*, AR G (la plaine)
AL LOREADEG (le palmarès)
AR MENAJ = AN TIFEURM
NEVEZADUS (renouvelable)AR SILIN* (la saline)
TERMAL = BEZAÑ ETRE DAOU
AN TIRIAD (le territoire)
WARNEUÑV (flottant)

21 novembre 2016

40 vloaz eo Tour Breizh.

Goude an Eil brezel bed e voe adsavet rakkêr ar Marchix ha plasenn Breizh. Divizet e voe sevel un tour eno e–kerzh ar bloavezhioù 1960. 80.000 tonennad betoñs a voe ret. D'an 18 a viz Du 1976 e voe peursavet ha digoret Tour Breizh. 40 vloaz war–lerc'h emañ e–mesk savadurioù meur ha lec'hioù arouezus kêr Naoned. Gant ar gazetennerez Julie Urbach ez eus bet dastumet titouroù a bep seurt diwar e benn.



 144m a uhelder eo Tour Breizh. Uheloc'h eo eget tuchenn Breteche zoken, al lec'h naturel uhelañ (116m) e Bro–Naoned, war tachenn parrez Ferreg. Uhelañ savadur Breizh eo an tour, hag ar pevare ti burevioù uhelañ e Bro–C'hall ivez, e–maez Pariz.
 BONUS: Klikit amañ evit gwelout renkadur ar savadurioù uhelañ e BroNaoned !  

Div wech ar bloaz e vez gwalc'het 3000 gwer an tour. Ur miz e pad an abadenn naetaat. Evel–just eo ret d'an daou implijad ar c'hempenn pignat war vourzh ur c'havell. Peurliesañ e kasont o dafar ganto dre leurenn an Neizh.

Dre ziv wech o deus lammet tud diwar an tour. E 2012 e oa bet graet kement se gant ur base–jumper, un harzlammer ma kavit gwell, c'hwec'h miz goude digoradur an Neizh. «P'hor boa furchet er rouedad evit gouzout ha filmet en doa e lamm hon eus kavet ur video all. Ur paotr en doa graet memes tra dija, da vare al labourioù» eme Philippe Gareau, e–karg eus ar surentez abaoe 2006. Kentoc'h e oa en em zistrujet tud zo o lammat, d'ar mare ma ne oa ket gwarezet a–walc'h ar bardelloù.

800 den a vez o labourat dindan an Neizh bemdez. Burevioù a gaver eno dreist–holl: an tailhoù, meurgêr Naoned, ensellerezh al labour... A–rez an douar emañ Kreizenn Kehentiñ ar C'Hornôg. Hervez perc'henned al lec'h e vefe implijet 90% eus ar savadur.

A–us d'an Neizh ez eus kuzhet kalz traoù: eno emañ salioù ar c'haoterioù ha re an aer. A–dreñv ar plakennoù gwenn emañ ar siminalioù. Ouzhpenn se ez eus beoliadoù dour, 90.000 litrad enno, evit stourm ouzh an tanioù–gwall. N'eo ket aes kas labourioù da benn war lein an tour. Pa voe ratreet an aerreizher e 2014 e voe degaset meur a donennad dafar betek enni gant ur viñs–askell.

Eizh pignerez zo en holl en tour. An hanter anezho a ya d'al lodenn grec'h eus an tour hepken, etre an 13vet estaj hag an 32vet hini. Unan a ya war–eeun d'an Neizh, an ostaleri degemeret 300.000 a dud ganti bep bloaz. «A–drugarez dezhi ez eus sachet tud nevez, evel ar familhoù, deuet da brofitañ eus ar gweledva» eme Eric Warin, prezidant an davarn.

Bep bloaz en em gav pomperien e–harz Tour Breizh, da–geñver ar Stair Race Fire Xtrem. 700 pazenn a rank paotred ha merc'hed an tan pignat ar buanañ ar gwellañ. Seul ziaesoc'h eo dezho ma vez o gwiskamant ganto – tokarn, botoù hag all. E miz Mezheven e voe aozet ur redadeg ar seurt digor d'an neb a gar. 3'11'' a voe ret d'ar maout evit pignat gant an diri.

Pa voe digoret an Tour e oa un nebeud stalioù ennañ, daou doull–noz en o zouez. Tri estaj a oa bet miret evit degemer kenwerzhioù. Met displijout a rae an tour da Naonediz a gave dezho e oa–eñ «vil» hag un «arouez rok eus an arc'hant bras». Int a veze gwelloc'h ganto ''krebilhonañ'' e lec'h all, ha ne voe ket darempredet stank ar c'henwerzhioù–se gwech ebet. Ouzhpenn se e oa ker ar feurmoù, ha freuz–stal a reas lod. Neuze e voe staliet melestradurezhioù en o lec'h, kuit d'an tour da vezañ dizarempred.

Un nebeud gwechoù eo bet kinklet an tour. Da zeiz an Telethon e oa bet lakaet war wel un niverenn bellgomz outañ. A–raok un c'hendalc'h diwar–benn an hin e oa bet skrivet we can act now gant stignoù. Memes tra o defe graet paotred 44=BZH gant anv o strollad (s.o. luc'hskeudenn). Nevez zo e voe bannet un arvest video outañ evit reiñ lañs d'an Digital Week. Ur raktres souezhus a oa bet kinniget ivez gant an danvez maerez Laurence Garnier e–pad ar c'houlzad diwezhañ: ouzhpennañ ur gorzenn houarn 50m a uhelder war lein an tour!

© diwar URBACH Julie, Nantes: la tour Bretagne a 40 ans,
10 choses que vous ne saviez (peut-être) pas sur elle, 20minutes, d'ar 17 a viz Du 2016.


——— GERIAOUEG ———
AN AERREIZHER (le climatiseur)
BARDELL*, AR VARDELL (le parapet)
BEOL*, AR VEOL (la cuve)
BIÑS*ASKELL, AR VIÑSASKELL (l'hélicoptère)
EHARZ (au pied de)
EN EM ZISTRUJAÑ (se suicider)
OBER FREUZSTAL (faire faillite)
AN HARZLAMMER (le parachutiste)
KAOTER*, AR GAOTER (la chaudière)
KAVELL, AR C'HAVELL (le berceau; la nacelle)
KENDALC'H, AR C'HENDALC'H (le congrès)
KORZENN*, AR GORZENN (la flèche)
RATREAÑ (réparer)
ROK (rogue, arrogant)
AR STIGN (le store)

14 novembre 2016

Trump, ar c'hastiz.


Triwec'h miz zo e oa krog ar c'houlzad er StadoùUnanet. Achu eo ar c'habaliñ bremañ, goude ar votadegoù dre strollad, daou gendalc'h aozet war an ton bras e stadoù drastet o greanterezhioù, miliadoù a brantadoù bruderezh politikel, miliardoù a zollarioù dispignet, ha dreistholl ur stourm etre daou Amerikan pinvidikmor. E New York emaint odaou o chom, ha kasaet int gant an darn vrasañ eus ar boblañs. En diwezh eo bet dilennet ar republikan da brezidant, daoust dezhañ da vezañ mezhekaet gant ar mediaoù, an dud eus an dibab e Washington ha pennoù «e» strollad zoken. An hini a oa tonket dezhañ koll hervez an holl.

E–pad ar c'houlzad hirhirse o dez pouezet ar brezegennerien alies war daolioù dichek ar prezidant kentañ, e gomzoù gouennelour ha seksist, o vont re bell ganti, o plantañ reuz. War an dro e veze kinniget Hillary Clinton evel an danvez prezidantez naturel, stummet aviskoazh evit mont d'an Ti Gwenn un deiz bennak, a glaskfe cheñch an traoù un tamm bennak. Met n'eo ket aes kaout ar marc'h hag an arc'hant, dinec'hiñ an establishment en ur sachañ ar voterien.

Evit lod e tiskouez splann disoc'hoù an dilennadegoùse ez a ar StadoùUnanet wargil, wardu ar vroadelouriezh, ar «boblelouriezh», ar ouennelouriezh, ar revelouriezh. Disteuler an enbroañ, en em serriñ, diskar an araokadennoù gounezet abaoe hanterkant vloaz: setu ar c'hoantoù a vefe diazezet ar votiñ republikan warno. Hogen araok pep tra eo aet ar maout gant Donald Trump peogwir n'eo ket bet barrek an demokrated e 2016 da virout mouezhioù ar re a oa bet kendrec'het gant Barack Obama e 2008 hag e 2012, e Florida pe e stadoù ar «Rust Belt». Muioc'h a votoù en defe rastellet Trump digant ar re zu hag al latinos eget Mitt Romney, an danvez prezidant republikan kent.

Da gentañpenn eo trec'h Donald Trump koll ar frankizouriezh nevez egiz an «tu kleiz». Clinton a oa ar gannadez anezhi, gant he rogentez sokial ha speredel, o veuliñ an diplomoù hag an arbennigourien, o vezañ douget d'an neveziñ ha da pinvideien ar Silicon Valley. Ur gwall gastiz eo dilennadeg Trump. Ha komprenet e vo ar gentelse e lec'h all?

© Trump, le châtiment, Le Monde Diplomatique, d'an 9 a viz Du 2016.


——— GERIAOUEG ———
EUS AN DIBAB (de l'élite)
DICHEK (provocant)
DISTEULER, DISTAOL (rejeter)
DRASTAÑ (ravager)
AR FRANKIZOURIEZH* (le libéralisme)
KABALIÑ, AR C'H = KOULZAD, AR C'H
KANNAD, AR C'HANNAD (le représentant)
KASAAT (haïr)
KENDALC'H, AR C'HENDALC'H (le congrès)
MEZHEKAAT (honnir)
NEVEZIÑ (innover)
POBLELOURIEZH*, AR B (le populisme)
AR REVELOURIEZH* (le sexisme)
AR ROGENTEZ* (la morgue)

7 novembre 2016

"Enno 'kousk meur a Vreizhad taer"

D'ar Sul 23 a viz Here e oa bet un dennadeg e Malakoff, ur ranngêr e reter Naoned. Un ugent tenn bennak e oa bet laosket diouzh an abardaez, daheul un emgann etre bandennadoù war blasenn Rosa Parks. Tri den gloazet zo bet kaset d'an ospital, daou anezho abalamour d'an tennoù. Ur wech adarre ez eus savet brud fall diwar–goust ar c'harter. Emaez anezhañ ez eus kinniget diskoulmoù kreñv: videoevezhiañ zo goulennet gant an tu enep, armañ ar bolised gant ar sindikadoù. Gant an annezidi eo tamallet ar gêraozañ (ne vefe ket aozet mat ar blasenn) hag ar bolitikerien abalamour d'o gouzañvusted ekeñver an dilabour, an taerder hag an traffikoù. Sed testeni ur c'henwerzour a Valakoff, embannet e Ouest-France.

Plasenn Rosa Parks, elec'h m'eo degouezhet an dennadeg.

«N'eo ket diordin an tennoù: tenn e vez an traoù e ranngêr Malakoff bepred, luziet an aergelc'h. Bevañ a reer o klask bezañ distoket diouzh an darvoudoù par ma c'hallomp.

Gwelloc'h e vefe keizañ brud ar c'harter. Me a gar tud Malakoff. Tud dispar zo, tud gwall blijus. Abaoe 35 bloaz emaon o labourat amañ, n'eus ket aet kuit implijiad din ebet. Dav eo keñverelaat, liammañ an darvoudoù–se ouzh ar bed a zo en–dro dezho. Nebeud a dud zo liammet ouzh ar prantadoù taer–se.

Er memes lechioù e c'hoarvezont bepred. Abalamour da betra n'haller ket herzel outo en un takad ken bihan? Sed pezh on souezhet gantañ. Abaoe daou vloaz e vez e plasenn Rosa Parks, e straed Bro–Saoz hag e straed Iwerzhon atav. Abalamour d'un traffik bras.

Sellit ouzh plasenn Rosa Parks. N'eo ket degemerus. Re frank, re noazh, re vaenel, gant peulioù e pep lec'h. An dud ne chomont ket asav eno. Tremen a reont nemetken. Ar blasenn n'eo da zen ebet. Ha pa vez egizse, pa chom diberc'henn ul lec'h, e vez tapet krog ennañ gant ar bandennadoù. Pa glasker diskoulmoù e reer anv eus kastizañ hag evezhiañ. Met adaozañ an takad a c'hallfe bezañ graet ivez. Labour an tikêr eo .

Aviskoazh ez eus bet kann e Malakoff. Tregont vloaz zo en em ganned o tornata an eil egile. Da c'houde e oa o vazhata an eil egile gant bizhier baseball. Bremañ eo o tennañ an eil war egile, gant armoù. Met ar gevredigezh zo kaoz ivez, aesoc'h eo kaout armoù hiziv. Memes tra hag araok eo, dañjerusoc'h eo avat.

Poanius eo din gwelout ar re yaouankse. N'o dez ket doujañs an eil ouzh egile. N'o dez ket doujañs outo zoken. Ne soñjont ket en dud a zo anezho. Dav e vefe lakaat anezho da brederiañ war se. Emaint en ur gevredigezh a garter, un ezel dezhi int: he doujañ a rankont.

Diwallit da varnañ diwar c'horre. Hor bugale deompni eo ar re yaouank taer o emzalc'h. Perzhiek int er gevredigezh, asambles ganeomp. Luzietoc'h eo o buhez eget pezh a c'haller soñjal: nebeutoc'h a chañs, muioc'h a demptadur ouzh o sachañ wardu ar felliezh.

N'eo ket bugale kollet ez int. Ret eo o skoazellañ, o doujañ. Dishañval eo o doareoù diouzh hor re: taeroc'h int. Ha ni hon eus ur giriegezh e kement se.»

© diwar MOREAU Isabelle «Avant on se battait à coups de poing»,
Ouest-France, d'ar 25 a viz Here 2016.



——— GERIAOUEG ———
AN ARLOAD (l'application)
BEZAÑ DISTOKET DIOUZH (prendre du recul)
DORNATA (frapper à coups de poing)
AR FELLIEZH (la délinquance)
FRANK (vaste)
GOUZAÑVUSTED*, AR C'H (la passivité)
HERZEL OUZH, HARZ- (empêcher)
KEIZAÑ (nuancer)
KEÑVERELAAT (relativiser)
LUZIET (compliqué)
MAENEL (minéral)
OUZH O SACHAÑ = O SACHAÑ ANEZHO
PAR MA (tant que)
AN TAERDER (la violence)
AN TU ENEP (l'opposition politique)
AR VIDEOEVEZHIAÑ (la vidéosurveillance)